Levr Job 19:10
Va disman̄tret en deûz a bép tû, hag éz ann-da-gét; ha tennet en deûz digan-én̄ va holl c’héd, évél da eur wezen a zô bét diskolpet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
He hath destroyed me on every side, and I am gone: and mine hope hath he removed like a tree.
In Context
9Eûz va c’hloar en deûz va diouéret, hag ar gurunen en deûz tennet diwar va fenn.
11Hé frouden en deûz savet em énep; hag ével da énébour d’ézhan̄ en deûz va lékéat.
Cross References
Job 1:13Hôgen eunn deiz a oé, pa édô mipien ha merc’hed Job ô tibri hag oc’h éva gwîn é-tî hô breûr héna,
Job 6:11Râk pétrâ eo va ners, évit ma hellinn harza? Pé pétrâ eo va divez, évit ma virinn ann habaskded?
Job 8:13Ével-sé éma hen̄chou ar ré a an̄kounac’ha Doué, ha géd ann orbidour a ielô-da gét.
Job 14:19Ann douréier a doull ar vein, hag ann douar a zô gwastet a-nébeût-é-nébeût gan̄d ann dic’hlann: ével-sé é kollez ann dén.
Job 17:15Râk péléac’h éma bréma va géd, ha piou a lakai évez out va hir-c’hortozidigez?
Psalms 37:35Gwélet em eûz ann dén fallagr uc’héléet, ha kenn uc’hel ha gwéz-sedr Liban.