Levr Job 19
1Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz:
2Bété pégeit é c’hlac’harot-hu va éné, hag é man̄trot-hu ac’hanoun gan̄d hô lavariou?
3Chétu dék kwéach eo bét fellet d’é-hoc’h va faéza, ha n’hoc’h eûz ket a véz da van̄tra ac’hanoun.
4Râk ma émounn enn diwiziégez, gan-én̄ éma ann diwiziégez.
5Hôgen c’houi a zâv em énep, hag é tamallit d’in va dismégan̄s.
6Gwézit bréma da-vihana pénaoz né két dré eur varn a reiz en deûz Doué va glac’haret, ha va skôet gan̄d hé c’houliou.
7Chétu mar garmann gan̄d ann droug a c’houzan̄vann, dén n’am c’hlevô; mar savann va mouéz, dén n’am didamallô.
8Va raven̄t en deûz serret ann Aotrou a bép tû, ha na hellann két mon̄d ébiou; tévalien en deûz lékéat em hen̄t.
9Eûz va c’hloar en deûz va diouéret, hag ar gurunen en deûz tennet diwar va fenn.
10Va disman̄tret en deûz a bép tû, hag éz ann-da-gét; ha tennet en deûz digan-én̄ va holl c’héd, évél da eur wezen a zô bét diskolpet.
11Hé frouden en deûz savet em énep; hag ével da énébour d’ézhan̄ en deûz va lékéat.
12Hé laéroun a zô deûet gan̄t-han̄, hag hô deûz gréat hô hen̄t dreist-oun; hag hi hô deûz grounnet va zelt.
13Pelléet en deûz va breûdeûr diouz-in, hag ar ré a anavézenn a zô tec’het diouz-in ével tûd a-ziavéaz brô.
14Va zûd nésa hô deûz va dilézet; hag ar ré a anavezé ac’hanoun hô deûz va an̄kounac’héet:
15Mérerien va zî, ha va mitisien hô deûz va lékéat ével eunn diavésiad; hag ével eunn dén dizanaf ounn bét dira-z-hô:
16Va mével em eûz goulennet, ha n’eo két deûet, pétrâ-bennâg ma em eûz hé c’halvet va-unan.
17Va grég é deûz bét érez oc’h va alan, ha pédet em eûz bugalé va dargreiz (T).
18Ar ré ziskian̄t zo-kén a réa goab ac’hanoun, ha pa belléenn diout-hô, é lavaren̄t droug ac’hanoun.
19Va c’huzulierien ken̄t hô deûz va argarzet, hag ann hini a garenn ar muia a zô trôet em énep.
20Va c’hîg a zô deûet da netrâ, ha va eskern a zô stâg out va c’hroc’hen, ha va muzellou hép-kén a zô choumet out va den̄t.
21Hô pézet truez ouz-in, hô pézet truez ouz-in, c’houi da-vihana va miñouned; râk dourn ann Aotrou en deûz skôet war-n-oun.
22Pérâg éc’h heskinit-hu ac’hanoun ével Doué, hag é teûit-hu d’en em walc’ha gan̄t va c’hîk?
23Piou a aotréô d’in ma vézô skrivet va geriou? Piou a rôi d’in ma vézin̄t roudennet enn eul levr;
24Ma vézin̄t kizellet war eunn daolen bloum gan̄d eur bluen houarn, pé war ar méan gan̄d eur broud?
25Râk me a oar pénaoz va daspréner a zô béô, ha pénaoz é savinn eûz a varô da véô (M) eûz ann douar enn deiz divéza;
26Ha pénaoz em bézô adarré va c’hroc’hen enn-drô d’in, hag é wélinn va Doué em c’hîk;
27Pénaoz her gwélinn va-unan, ha nann eunn all, hag é sellinn out-han̄ gan̄t va daoulagad va-unan. Hennez eo va géd; hag a choumô bépréd em c’hreiz.
28Pérâg éta é livirit-hu brêma: Heskinomp anézhan̄ ha kavomp grisien eur ger enn hé énep?
29Tec’hid éta a zirâg ar c’hlézé, râk bez’ éz eûz eur c’hlézé hag a ven̄j ar fallagriézou; ha gwézit pénaoz éz eûz eur varn. ———— XX. PENNAD. Sofar a zanével kastizou ar ré fallagr.