Levr Job 19:29
Tec’hid éta a zirâg ar c’hlézé, râk bez’ éz eûz eur c’hlézé hag a ven̄j ar fallagriézou; ha gwézit pénaoz éz eûz eur varn. ———— XX. PENNAD. Sofar a zanével kastizou ar ré fallagr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
28Pérâg éta é livirit-hu brêma: Heskinomp anézhan̄ ha kavomp grisien eur ger enn hé énep?
Cross References
Job 13:7Ha Doué en deûz ézomm eûz hô kévier, évit ma teûfac’h d’hé zifenni gan̄t geriou touelluz?
Job 22:4Hag aoun en dévézô-hén̄ pa damallô ac’hanod, ha pa zeûiô d’az parnout?
Psalms 9:7Hôgen ann Aotrou a bâd da-vikenn. Aozet en deûz hé drôn évid hé varn.
Ecclesiastes 11:9En em laouéna éta, dén-iaouan̄k, enn da iaouan̄ktiz, ha ra vézô da galoun enn dudi é deisiou da iaouan̄ktiz; ha balé é hen̄chou da galoun, hag é gwél da zaoulagad; ha gwéz pénaoz Doué az kasô er varn évit kémen̄t-sé holl.
James 4:11Na livirit kéd a zroug ann eil eûz égilé, va breûdeûr. Néb a lavar droug eûz hé vreûr, pé a varn hé vreûr, a lavar droug eûz al lézen, hag a varn al lézen. Hôgen mar barnez al lézen, n’oud mui mirer al lézen, hôgen ar barner anézhi.