Levr Job 23:16
Doué en deûz ténéréet va c’haloun, hag ann Holl-c’halloudek en deûz va strafiḻet.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
For God maketh my heart soft, and the Almighty troubleth me:
In Context
15Râk-sé eo ounn strafiḻet dira-z-han̄, ha pa zellann out-han̄, ounn spoun̄tet-brâz.
Cross References
Deuteronomy 20:3Hag éz î da gaout ar bélek, a vézô é karg enn deisiou-ze, hag e liviri d’ézhan̄: An̄savout a rann hiriô dirâg ann Aotrou da Zoué, pénaoz ounn deûet ébarz ann douar en dôa touet d’hon tadou é rôjé d’é-omp.
Job 16:12Va zerret en deûz Doué dindan galloud ann hini direiz; va lékéat en deûz étré daouarn ar re fallagr.
Psalms 22:14Ével dour ounn bét dinaouet, ha va holl eskern a zô bét diléc’het. Va c’haloun em c’hreiz a zô deûet ével koar zô ô teûzi.
Isaiah 6:5Neuzé é liviriz: Gwâ mé, ô véza ma ounn tavet, ô véza ma ounn eunn dén hag a zô saotret hé vuzellou, ha ma choumann é-kreiz eur bobl hag a zô ivé saotret hé vuzellou, hag em eûz gwélet ar Roué, Aotrou ann arméou, gan̄t va daoulagad va-unan.