Levr Job 23
1Ha Job a respoun̄taz, hag a lavaraz:
2Va lavar a zô c’hoaz leûn a c’houervder, ha garvder va gouli a zô dreist va hirvoud.
3Piou am lakai da anaout ha da gavout Doué, ha da von̄t bétég hé drôn?
4Lakaad a rinn va barn dira-z-han̄, hag é leûninn va génou a glemmou.
5Évit ma wézinn ar péz a respoun̄tô d’in, ha ma poellinn ar péz a lavarô d’in.
6Na felfé két d’in é strivché ouz-in gan̄d hé holl ners, nag é gwaskché ac’hanoun gan̄t poéz hé veûrded.
7Lakaet ar reizded ouz-in, ha va barn a zô gounézet.
8Hôgen mar d-ann war-zû ar sâv-héol, n’en em ziskouéz két: mar d’ann war-zû ar c’hûs-héol, n’her c’havann két.
9Mar d-ann a gleiz, pétrâ a rinn-mé? N’hen tizinn két: mar trôann a zéhou, n’her gwélinn két.
10Hôgen hen̄ a anavez va hen̄t, hag a arnod ac’hanoun ével ann aour a véz tréménet dré ann tân.
11Va zroad en deûz heûliet hé roudou, hé hen̄t em eûz miret, ha n’ounn két distrôet diout-han̄.
12N’ounn két pelléet diouc’h gourc’hémennou hé vuzellou, ha geriou hé c’hénou em eûz kuzet em askré.
13Râk n’eûz némét-han̄ a gémen̄t a zô hén̄, ha dén na hell distrei hé vénoz: ha kémen̄t ha ma kâr a râ.
14Pa en dévézô sévénet hé ioul war-n-oun, é choumô c’hoaz d’ézhan̄ meûr a c’halloud hén̄vel.
15Râk-sé eo ounn strafiḻet dira-z-han̄, ha pa zellann out-han̄, ounn spoun̄tet-brâz.
16Doué en deûz ténéréet va c’haloun, hag ann Holl-c’halloudek en deûz va strafiḻet.
17Râk n’ounn két bét kollet é-kreiz ann dévalien a oa enn-drô d’in, hag al lusen n’é deûz két gôlôet va fenn. ———— XXIV. PENNAD. Digastiz eo alies ann torféjou er béd-man̄; hôgen Doué hô c’hastiz er béd all.