Levr Job 27:23
Ann hini a wélô al léac’h a béhini eo kouézet, a stlakô hé zaouarn, hag a c’hoarzô goab war-n-ézhan̄. ———— XXVIII. PENNAD. Pégen diez eo kaoud ar fumez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Men shall clap their hands at him, and shall hiss him out of his place.
In Context
22Doué her c’hastizô, ha na espernô két anézhan̄: enn-aner é fellô d’ézhan̄ tec’hout diouc’h hé zourn.
Cross References
Esther 9:22O véza m’hô dôa ar Iuzevien en em ven̄jet enn deisiou-zé eûz hô énébourien, ma oa trôet hô c’haon̄ hag hô glac’har é laouénidigez hag é dudi; ha ma vijé ann deisiou-zé deisiou a vanvez hag a lévénez, ma kasché boéd ann eil d’égilé, ha ma rajen̄t rôouigou d’ar béorien.
Proverbs 11:10Eûr-vâd ar ré reiz a lakai kéar da drida; ha pa vézô kollet ar ré fallagr, é vézô meûleûdi.
Lamentations 2:15Kémen̄d hini a dréméné dré ann hen̄t a stlaké gan̄d hô daouarn; c’houibanet hô deûz, hejet hô deûz ho fenn war verc’h Jéruzalem; hag houn-nez éo, émé-z-hô, ar géar ker kaer-zé, a oa lévénez ann douar holl? PHE.
Nahum 3:19Né két kuzet da en̄krez: gwall wiridig eo da c’houli: kémen̄d hini hô deûz klévet ar péz a zo c’hoarvézet gan-éz, hô deûz pounnéréet hô dourn war-n-od; râk war biou né két bét tréménet da zrougiez é beb amzer?