Levr Job 27
1Job a lavaraz c’hoaz enn hé lavar kuzet:
2Béô eo Doué, péhini en deûz tennet va barn, hag ann Holl-c’halloudek, péhini en deûz karget va éné a c’houervder.
3En̄dra ma vézô halan enn-oun, ha spéred Doué em difron,
4Va muzellou na livirin̄t nétrâ a zireiz, na va zéôd nétrâ a c’haou.
5Doué ra virô na gavché d’in é vec’h tûd reiz; kén na varvinn, na zilézinn két va dinamded.
6Na baouézinn két en em zidamallout ével am eûz gréat (T): râk va c’haloun na rébech nétrâ d’in em buez holl.
7Ra vézô va énébour ével eunn dén fallagr; ha va heskiner ével eunn dén direiz.
8Râk pétrâ eo géd ann dén pilpouz, mar strâp madou ar ré all dré hé bizoni, ha ma na zieûb két Doué hé éné?
9Ha Doué a zélaouô hé c’harm pa gouezô ann an̄ken war-n-ézhan̄?
10Pé hag hén̄ a hellô en em laouénaat enn Holl-c’halloudek, ha pédi Doué é péb amzer?
11Mé hô teskô dré zourn Doué; na guzinn két d’é-hoc’h ar péz a zô enn Holl-c’halloudek.
12Chétu c’houi holl her goar; ha pérâg éta é livirit-hu traou gwân?
13Chétu aman̄ lôd ann den fallagr dirâk Doué, hag ann digouéz a vîr ann Holl-c’halloudek d’ar ré ziboell.
14Ha pa vé brâz ann niver eûz hé vipien, é tréménin̄t holl dindân ar c’hléze, hag hé vipien bihan n’hô dévézô két hô gwalc’h a vara.
15Ar ré a choumô eûz hé wenn a vézô bésiet enn hô marô, hag hé in̄tan̄vézed na wélin̄t két.
16Ma ra eur bern arc’han̄t, ével a zouar; mar dastum diḻad ével eur bern fan̄k;
17Hô dastumi a rai évit-gwîr, hôgen ann dén reiz hô gwiskô; hag ann dén dinam a rannô hé arc’han̄t.
18Savet en deûz hé dî ével ar prén̄v, hag ével eur meser en deûs gréat eur gôdôer.
19Pa gouskô ann dén pinvidik, na gasô nétrâ gan̄t-han̄: digeri a rai hé zaoulagad, ha na gavô nétrâ.
20Ann diénez a grogô enn-han̄ ével eunn dic’hlann dour; eur bâr-arné a gouézô war-n-ézhan̄ a-héd ann nôz.
21Eunn avel losk a grogô enn-han̄ hag her c’hasô gan̄t-han̄; hag ével eur gorven̄ten hen tennô eûz hé léac’h.
22Doué her c’hastizô, ha na espernô két anézhan̄: enn-aner é fellô d’ézhan̄ tec’hout diouc’h hé zourn.
23Ann hini a wélô al léac’h a béhini eo kouézet, a stlakô hé zaouarn, hag a c’hoarzô goab war-n-ézhan̄. ———— XXVIII. PENNAD. Pégen diez eo kaoud ar fumez.