Levr Job 28:3
Eunn amzer en deûz lékéat d’ann dévalien; hag hén̄ a zell hé-unan oud ann divez eûz a bép trâ, hag oud ar méan a zô enn dévalien, hag é skeûd ar marô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ann houarn a zô tennet eûz ann douar; hag ar méan teûzet gan̄d ann tân, a drô é arem.
Cross References
Job 3:5Ra vézô tévaléet gan̄d ann amc’houlou, ha gan̄t skeûd ar marô, ra zeûi war-n-ézhan̄ eul latar, ha ra vézô kelc’hiet gan̄t c’houervder.
Job 12:22Diskouéza a ra ar péz a oa kuzet doun enn dévalien, hag é tigas d’ar goulou skeûd ar marô.
Proverbs 2:4Mar klaskez anézhi ével arc’han̄t, ha mar toullez évid hé c’havout ével eunn ten̄zor:
Habakkuk 2:13Ha na zeû két kémen̄t-sé dioud Aotrou ann arméou? Râg ar boblou a vézô dispennet gan̄d ann tân, hag ar brôadou az a iélô da-gét.
Luke 16:8Hag ann aotrou a veûlaz ar mérer disleal-zé, dré m’en doa méret gan̄t furnez: râk bugalé ar béd-man̄ a zô furoc’h enn hô gwenn égét bugalé ar goulou.