Levr Job 28
1Eur penn en deûz ann arc’han̄t d’hé wazennou; eul léac’h a zô é péhini é kresk ann aour.
2Ann houarn a zô tennet eûz ann douar; hag ar méan teûzet gan̄d ann tân, a drô é arem.
3Eunn amzer en deûz lékéat d’ann dévalien; hag hén̄ a zell hé-unan oud ann divez eûz a bép trâ, hag oud ar méan a zô enn dévalien, hag é skeûd ar marô.
4Ar froud en deûz rannet eûz ar bobl a valé, ar ré a zô bét an̄kounac’héet gan̄t troad ann dén diének, hag a zô dihen̄tet.
5Ann douar é péhini é savé ar bara ével enn hé léac’h, a zô bét diskaret dreist-penn gan̄d ann tân.
6Safir eo hé vein, hag aour hé voudennou.
7Ann evn n’en deûz két anavézet hé hen̄t, hag ar gûp n’en deûz két hé wélet.
8Mipien ar varc’hadourien n’hô deûz két kerzet enn-han̄, hag al léonez n’é deûz két tréménet dré-z-han̄.
9Oud ar rec’hier en deûz astennet hé zourn, ha diskaret en deûz ar ménésiou bétég hô grisiou.
10Gouériou en deûz lékéat da zével eûz ar vein, hag hé lagad en deûz gwélet kémen̄d a zô talvouduz-brâz.
11C’houiliet en deûz bété gwéled ar steriou, ha digaset en deûz d’ar goulou ann traou kuzet.
12Hôgen péléac’h é vézô kavet ar furnez? Ha péhini eo léac’h ar poell?
13Na oar dén pétrâ a dâl, ha n’her c’haveur két é douar ar ré a vév enn dudiou.
14Al loun̄k a lavar: N’éma kêt enn-oun; hag ar môr a lavar: N’ema két gan-én̄.
15Na vézô két rôet aour ar glana évit-hi, ha na vézô két prénet é poéz ann arc’han̄t.
16Na vézô két hévélébékéet out marc’hadourésiou ann In̄dez ker kaer livet, nag oud ar sardonik talvouduz-brâz, nag oud ar safir.
17Ann aour hag ar strin̄k ne vézin̄t ket lékéat da dalvout anézhi, ha na vézô két rôet évit listri aour. (T).
18Ar péz a zô ar brâsa hag ann uc’héla na vézô két hanvet dira-z-hi: hôgen ar furnez a zô tennet eûz a eul léac’h kuzet.
19Na vézô két lékéat hével out topaz ann Etiopia, nag out liou ar ré skédusa.
20A béléac’h éta é teû ar furnez? Ha péléac’h éma ar poell?
21Kuzed eo out lagad pép dén béô, kuzed eo zô-kén out evned ann én̄v.
22Ar gollidigez hag ar marô hô deûz lavaret: Klevet hon eûz hanô anézhi.
23Doué a anavez hé hen̄t, hag a oar péléac’h éma.
24Râg hén̄ a wél bétég harzou ar béd; hag a laka évez oud ar péz a zô dindân ann én̄v.
25Hén̄ eo en deûz rôet poéz d’ann avel, ha men̄t d’ann douréier.
26Pa lékéa eul lézen d’ar glaô, hag eunn hen̄t d’ann arné ha d’ar gurun.
27Neûzé eo en deûz hé gwélet, en deûz hé disklériét, en deûz hé aozet, en deûz hé en̄klasket;
28Hag en deûz lavaret d’ann dén: Chétu doujan̄s ann Aotrou, ar furnez eo; ha pellaad diouc’h ann drouk, ar poell eo. ———— XXIX. PENNAD. Job a zanével hé stâd gen̄ta.