Levr Job 30:10
Va argarzi a réon̄t, hag é tec’hon̄t pell diouz-in, ha n’hô deûz két a aoun ô skôpa out va dremm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
They abhor me, they flee far from me, and spare not to spit in my face.
In Context
9Bréma ounn deûet da abek d’hô c’hân, ha da c’hoapérez d’ézhô.
11Digoret en deûz Doué hé dron̄s, hag en deûz va glac’haret, hag eur wesken en deûz lékéat em génou.
Cross References
Numbers 12:14Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Ma en défé hé zâd skôpet oud hé dremm, ha na vijé két bet dléet d’ézhi choum é-pâd seiz dervez da-vihana gôlôet a vez? Ra vézô pelléet éta diouc’h ar c’hamp é-pâd seiz dervez, ha goudé-zé é vézô galvet.
Job 17:6Va lékéat en deûz ével sorc’hen ar bobl, ha skouér ounn deûet dira-z-hô.
Job 19:19Va c’huzulierien ken̄t hô deûz va argarzet, hag ann hini a garenn ar muia a zô trôet em énep.
Psalms 88:8Pelléet éc’h eûz diouz-in ar ré am anavézé; é argarzidigez ounn bét évit-hô. Serret ounn bét, ha na hellenn két mon̄d er-méaz.
Isaiah 50:6Râk-sé é anavézô va fobl va hanô enn deiz-zé; ha mé péhini a gomzé gwéchall, chétu mé bréma.