The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 30

1Hôgen brema ar ré iaouan̄koc’h égéd-oun a ra goab ac’hanoun, hî a béré na vijé két prizet d’in lakaad ann tadou gan̄t chas va zropel:

2Hî a béré labour ann daouarn na oa nétrâ diouc’h va ménô; ha péré a oa sellet ével ma na zellézen̄t két béva;

3Tûd dizéc’het gan̄d ann diénez ha gan̄d ann naoun, péré a griñé ar péz a gaven̄t enn distrô, hag a oa dic’hiz gan̄d ar c’hlac’har hag ar reûz:

4Péré a zebré géot, ha rusk gwéz, hag a réa hô boéd eûz a c’hrisiou juniper;

5Péré a iéa da glask kémen̄t-sé é wéled ann traon̄iennou, ha pa hô dôa ô c’havet, a rédé di gan̄t garmou brâz;

6Péré a choumé é poullou ar froudou, hag é kéviou ann douar, pé er rec’hier;

7Péré en em laouénéé enn doaré-zé, hag a gavé hô dudi dindân ann drein:

8Mipien tûd diskian̄t ha tûd dister, hag a zô stlabez ann dûd war ann douar.

9Bréma ounn deûet da abek d’hô c’hân, ha da c’hoapérez d’ézhô.

10Va argarzi a réon̄t, hag é tec’hon̄t pell diouz-in, ha n’hô deûz két a aoun ô skôpa out va dremm.

11Digoret en deûz Doué hé dron̄s, hag en deûz va glac’haret, hag eur wesken en deûz lékéat em génou.

12Kerken̄t ha ma ounn en em zavet, eo savet ivé râk-tâl va an̄kéniou; va zreid hô deûz diskaret, hag hô deûz va gwasket ével dindân en̄groez hô frouden.

13Va hen̄chou hô deûz torret, spiou hô deûz aozet d’in, hag ar gounid a zô bét d’ézhô; ha dén n’en deûz va c’hennerzet.

14Ével dré eur vur diskaret, ha dré eunn ôr digor, in̄t en em daolet war-n-oun, hag hô deûz va mac’het em reûz.

15Da nétrâ ounn deûet; ével ann avel éc’h eûz kaset va c’hoan̄t; ha va iéc’hed a zô tréménet ével eur goabren.

16Hôgen bréma é teû da wévi va éné enn-oun va-unan, hag ann deisiou glac’har a gouéz war-n-oun.

17A-héd ann nôz eo toullet va eskern gan̄d ar boan; hag ar ré a zebr ac’hanoun, na gouskon̄t két.

18Gan̄d ann niver brâz anézhô eo peûr-zevet va zaé; hag ével pichourel eur c’hougoul hô deûz va strôbet.

19Ével prî ounn deûet: hén̄vel ounn out poultr hag out ludu.

20Mé a c’harm ouz-id, ha na zélaouez két ouz-in; sével a rann, ha na zellez ket ouz-in.

21Trôet oud, hag oud deûet da véza kriz em c’hén̄ver; ha gan̄t kaléder da zourn éc’h énébez ouz-in.

22Va uc’héléet éc’h eûz, ha goudé béza va zavet dreist ann avel, éc’h eûz va brévet.

23Mé a oar pénaoz éc’h eûz va rôet d’ar marô, é péléac’h eo merket ann tî eûz ar re holl a vév.

24Koulskoudé na astennez két da zourn évid hô c’holl; ha mar kouézon̄t, té a denn anézhô a boan.

25Mé a wélé gwéchall war ar ré a oa glac’haret, ha va c’haloun é dôa truez oud ar paour.

26Ar mâd a c’hortozenn, hag ann droug a zô deûet d’in: ar goulou a c’hédenn, hag ann dévalien a zô deûet.

27En̄tanet ounn em c’hreiz héb éhan; deisiou ar c’hlac’har a zô deûet pa n’hô gédenn két.

28Trist é kerzenn, hôgen hép frouden; sével a réann, hag é c’harmenn é-touez ann dûd.

29Da vreûr ounn bét d’ann aéréven̄t, ha da genvreûr d’ann aotruzed.

30Va c’hroc’hen a zô deûet dû war-n-oun, ha va eskern a zô bét devet gan̄d ar c’hrouez.

31Va zélen a zô trôet é keinvan, ha va ogrou é mouesiou klemvanuz. ———— XXXI. PENNAD. Job a en̄klask hag a rô da anaout hé vuézégez.

← Levr Job 29Read In The App, Free →Levr Job 31 →

Study Levr Job 30

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142