Levr Job 31:29
Ma ounn en em laouénéet eûz a goll ann hini a gaséé ac’hanoun, ma em eûz tridet ô welout drouk d’ézhan̄;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
If I rejoiced at the destruction of him that hated me, or lifted up myself when evil found him:
In Context
28Ar péz a zô eur fallagriez ar vrasa, hag ann dinac’h eûz a Zoué ann Uc’hel-meûrbéd:
30Râk n’em eûz két roet va zéôd da béc’hi ô trouk-prézégi out-han̄.
Cross References
2 Samuel 1:12Hag hî a lén̄vaz, hag a wélaz, hag a iunaz bétég ar pardaez diwar-benn Saül, ha diwar-benn Jonatas hé vâb, ha diwar-benn pobl ann Aotrou, ha diwar-benn tî Israel, ô véza ma oant bét skôet gan̄d ar c’hlézé.
2 Samuel 16:5Pa oé deûet ar roué David war harz Bahurim, chétu é teûaz er-méaz ac’hanô eunn dén eûz a géren̄tiez tî Saül, hanvet Séméi, mâb Géra, péhini ô von̄d enn hé raok, a villigé anézhan̄.
Psalms 35:25Na lavaren̄t két enn hô c’halonou: Mâd, mâd, en em laouénaomp; na lavaren̄t két: Hé loun̄ket hon eûz.
Proverbs 24:17Pa vézô kouézet da énébour, n’en em laouéna két; ha pa vézô bévézet, na dridet két da galoun,
Obadiah 1:13Na dreûzi két pors va fobl é deiz hé zisman̄tr: na rî mui a c’hoab eûz hé zroug é deiz hé goll: ha n’az i két war-lerc’h hé armé é deiz hé zispennadur.