The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 31

1Eur marc’had em eûz gréat gan̄t va daoulagad, évit na likiinn két zô-kén va c’houn enn eur werc’hez.

2Râk pé lôd a rôjé Doué d’in diwar-laez, ha pé zigwéz a aotréjé d’in ann Holl-c’halloudek el lec’hiou uc’hel?

3Ha na vezô két kollet ar ré fallagr, ha na vézô két distolet ar ré zireiz?

4Ha na zell két Doué out va hen̄chou, ha na niver-hén̄ két va holl gamméjou?

5Ma em eûz kerzet er balc’hded, ha ma hô deûz hastet va zreid enn drôidel:

6Ra boézô Doué ac’hanoun enn eur valan̄s reiz, ha ra anavézô va éeunder.

7Mar d-eo distrôet va c’hamméjou diwar ann hen̄t, ha ma en deûz va c’haloun heûliet va daoulagad, ha ma eo staget eur saotr out va daouarn;

8Ra hadinn, ha ra zebrô eunn all, ha ra vézô dic’hrisiennet va gwenn.

9Mar d-eo bét touellet va c’haloun gan̄d eur c’hrég, ha ma em eûz aozet spiou oud dôr va miñoun;

10Ra vézô gwallet va grég gan̄d eunn all, ha ra c’hourvézô ré all war-n-ézhi.

11Râg eur gwall eo, hag eur fallagriez ar vrasa.

12Eunn tân eo hag a zev bétég ar c’holl, hag a gâs-da-gét bétég ann divéza c’hrisien.

13Ma n’em eûz két prizet mon̄d é barn gan̄t va mével ha gan̄t va matez, pa striven̄t ouz-in:

14Râk pétrâ a rinn-mé pa zavô Doué évit barna? Ha pa rai goulennou d’in, pétrâ a respoun̄tinn-me d’ézhan̄?

15Ha né két ann hini en deûz va c’hrôuet é kôv va mamm, en deûz ivé hé grouet-hén̄; ha né két ann hévélep Doué en deûz hor c’hrouet hon-daou?

16Ma em eûz dinac’het d’ar béorien ar péz hô dôa c’hoan̄t da gaout; ha ma em eûz lékéat daoulagad ann in̄tan̄vez da c’hortozi:

17Ma em eûz débret va boéd va-unan, ha ma n’en deûz két ivé ann emzivad débret lôd anézhan̄:

18(Râg ann truez a zô kresket ganén̄ a vihanik; ha deûet eo gan-én̄ er-méaz eûz a gôv va mamm.)

19Ma em eûz lézet da vervel ar ré a oa enn-noaz, hag ar paour a oa diwisk:

20Ma n’hô deûz két hé gostou va benniget, ha ma né két bét tommet gan̄t kréon̄ va den̄ved:

21Ma em eûz savet va dourn war ann emzivad, pa en em wélenn zô-kén ar c’hréva é-tâl ar porz:

22Ra gouézô va skôaz eûz hé framm, ha ra vézô brévet va breac’h gan̄d hé holl eskern.

23Râk bépréd em eûz doujet Doué ével koummou savet a-ûz d’in, ha n’em eûz két gellet gouzan̄vi hé boéz.

24Ma em eûz krédet é ve ann aour va ners, ha ma em eûz lavaret d’ann aour ar glana: Té zô va fisian̄s:

25Ma ounn en em laouénéet gan̄t va madou brâz ha gan̄d al lôd brâz am eûz dastumet gan̄d va daouarn.

26Ma em eûz sellet ouc’h ann héol pa luc’hé, hag ouc’h al loar pa gerze hag hi skléar-brâz: 7 Ha mar d-eo laouénéet va c’haloun é-kûz, ha ma em eûz kaset va dourn d’am génou évit poki d’ézhan̄;

27

28Ar péz a zô eur fallagriez ar vrasa, hag ann dinac’h eûz a Zoué ann Uc’hel-meûrbéd:

29Ma ounn en em laouénéet eûz a goll ann hini a gaséé ac’hanoun, ma em eûz tridet ô welout drouk d’ézhan̄;

30Râk n’em eûz két roet va zéôd da béc’hi ô trouk-prézégi out-han̄.

31Ma n’hô deûz két lavaret tûd va zelt: Piou a rôi d’é-omp hé gîk évit ma hor bézô hor gwalc’h?

32Ann diavésiad né két choumet er-méaz, va dôr a zô bét digor d’ann ergerzer.

33Ma em eûz kuzet va féc’hed ével eunn dén, ha ma em eûz kuzet em c’hreiz va fallagriez:

34Ma ounn bét spoun̄tet gan̄d ar strollad brâz a dûd, ma em eûz krénet dirâk dispriz va c’héren̄t-nés; ha ma n’ounn két tavet hép mon̄d er-méaz eûz ann ôr.

35Piou a aotréô d’in eur sélaouer, évit ma klevô ann Holl-c’halloudek va ioul; ha ma skrivô eul levr ann hini a varn:

36Évit ma touginn anézhan̄ war va skoaz, ha ma hé likiinn enn-drô d’am penn é doaré eur gurunen.

37Da bép kammed a rinn é livirinn hé c’heriou, hag ével d’am prin̄s é kinniginn anézhan̄.

38Mar garm va douar em énep, ha mar gwél hé irvi gan̄t-han̄;

39Ma em eûz débret hé frouez héb arc’han̄t, ha ma em eûz glac’haret kaloun ar ré hô deûz hé labouret:

40Ra vézô d’in dréz é léac’h gwiniz, ha drein é léac’h heiz. ———— DIVEZ GERIOU JOB. XXXII. PENNAD. Éliu a damall hé viñouned ô véza n’hô deûz furnez é-béd.

← Levr Job 30Read In The App, Free →Levr Job 32 →

Study Levr Job 31

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142