Levr Job 33:16
Neûzé eo é tigor diskouarn ann dûd, hag é tesk d’ézhô ar péz a dléon̄t da c’houzout;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Then he openeth the ears of men, and sealeth their instruction,
In Context
15Enn huvré, er welédigez nôz, pa gouéz ar môred war ann dûd, ha pa gouskon̄t enn hô gwélé;
17Évit ma pellai ann dén eûz ann droug a helfé da ôber, ha ma tieûbô anézhan̄ eûz ar balc’hder;
Cross References
Nehemiah 9:38War gémen̄t-sé éta é réomp kévrédigez gan-éz; hag é skrivomp anézhi; hag hor brin̄sed, hol Lévited, hag hor béleien hô deûz hé siellet. ———— X. PENNAD. Hanvou ar ré a ziellaz ar gévrédigez.
Job 36:15Tenna a rai ar paour eûz hé an̄ken, hag é tigorô hé skouarn pa zeûi ar c’hlac’har.
Isaiah 6:10Dall kaloun ar bobl-zé, ha pounnéra hé ziskouarn, ha serr hé zaoulagad, gan̄d aoun na wélché gan̄d hé zaoulagad, na glevché gan̄d hé ziskouarn, ha na boelché gan̄d hé galoun, na zistrôjé ouz-in, ha na zeûjenn d’hé iac’haat.
Isaiah 50:5Hôgen bréma pétrâ a dléann-mé da ôber, émé ann Aotrou, pa eo kaset tûd va fobl er-méaz héb abek? Hô dréc’herien a wall-gas anézhô enn eunn doaré direiz, émé ann Aotrou, hag héd ann deiz é trouk-prézégon̄t gan̄t va hanô.