The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 33

1Sélaou éta, Job, va geriou, ha laka évez out va holl lavariou.

2Chétu em eûz digoret va génou, ha va zéôd a gomzô fréaz.

3Eûz a éeunder va c’haloun é teûi va lavariou, ha va muzellou a rôi da anaout eur gwîr gélénadurez.

4Spéred Doue en deûz va gréat, ha c’houéz ann Holl-c’halloudek en deûz va énaouet.

5Mar gellez, respoun̄t d’in, ha sâv dira-z-oun.

6Chétu mé a zô bét krouet gan̄d Doue kerkoulz ha té, ha gan̄d ann hévélep prî ounn bét doaréet.

7Dré-zé na wéli burzud é béd enn-oun évid da spoun̄ta, ha na vézi két man̄tret gan̄t va displég.

8Dirâk va diskouarn éc’h eûz komzet, ha da glévet em eûz ô lavarout ar gériou-man̄:

9Glân ounn, hag hép gwall; dinam ounn, ha n’eûz két a fallagriez enn-oun.

10O véza ma en deûz kavet abek a glemmou enn-oun, dré-zé en deûz krédet é oann énébour d’ézhan̄.

11Er c’héfiou en deûz lekéat va zreid, out va holl raven̄chou en deûz lékéat évez.

12É kémen̄t-sé éta na hellez két béza didamallet; râk mé a respountô d’id pénaoz eo brasoc’h Doue égéd ann dén.

13Ha striva a ri out-han̄, ô véza n’en deûz két respoun̄tet d’as holl c’heriou?

14Doué na gomz néméd eur wéach, na lavar két diou wéach ann hévélep trâ.

15Enn huvré, er welédigez nôz, pa gouéz ar môred war ann dûd, ha pa gouskon̄t enn hô gwélé;

16Neûzé eo é tigor diskouarn ann dûd, hag é tesk d’ézhô ar péz a dléon̄t da c’houzout;

17Évit ma pellai ann dén eûz ann droug a helfé da ôber, ha ma tieûbô anézhan̄ eûz ar balc’hder;

18Évit tenna hé éné eûz ar vreinadurez; ha mirout na gouézô hé vuez dindân ar c’hlézé.

19Hé gastiza a ra c’hoaz gan̄d ar boan enn hé wélé, hag é laka hé holl askern da zizéc’ha.

20Er stâd-zé eo argarzuz ar bara d’ézhan̄, hag argarzuz d’hé éné ar boéd a gavé mâd ken̄t.

21Hé gîg a ia-da-gét, hag hé eskern, péré a oa gôlôet, a zô enn noaz.

22Tôstaad a ra hé éné ouc’h ar vreinadurez hag hé vuez ouc’h ar marô.

23Mar teû eunn éal étré mil da gomza évit-han̄, ha ma rô da anaout eeunder ann dén;

24Doué en dévézô truez out-han̄, hag a lavarô: Dieûb anézhan̄ évit na ziskennô két er vreinadurez; kavet em eûz léac’h da ôber trugarez d’ézhan̄.

25Hé gîg a zô éat-da-gét gan̄d hé c’hloasiou, ra zistrôi da zeisiou hé iaouan̄kiz.

26Pidi a rai Doué, hag hén̄ a vézô trugarek enn hé gén̄ver; hag ann dén a wélô hé zremm el lévénez, ha Doué a zistôlô d’ézhan̄ hé éeunder ken̄t.

27Selloud a rai oud ann dûd, hag é lavarô: Péc’het em eûz, gwall-c’hréat em eûz évit-gwir, ha n’ounn két bét kastizet ével ma tellézenn béza.

28Dieûbet en deûz hé éné, évit n’az ajé két d’ar marô, hôgen ma vévché ha ma wélché ar goulou.

29Chétu kémen̄d a ra Doué bété teir gwéach é pép-hini,

30Évit tenna hô énéou eûz ar vreinadurez, hag hô goulaoui eûz a c’houlou ar ré véô.

31Laka évez, Job, ha sélaou ac’hanoun; ha tâv en̄dra ma komzann.

32Hôgen ma éc’h eûz eunn dra-bennâg da lavarout, respoun̄t d’in, komz; râk mé a fell d’id en em zidamalfez.

33Ma n’éc’h eûz két, sélaou ac’hanoun; tâv, ha mé a zeskô d’id ar furnez. ———— XXXIV. PENNAD. Éliu a damall c’hoaz Job.

← Levr Job 32Read In The App, Free →Levr Job 34 →

Study Levr Job 33

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142