Levr Job 6:10
Ha ra vézô ann dizoan-zé d’in, er poaniou a béré é c’hlac’harô ac’hanoun, na énébinn két out lavariou ann hini a zô san̄tel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
9Ével ma en deûz déraouet, ra beûr-vrévô ac’hanoun; ra lézô hé zourn da von̄t, ha ra skéjô ac’hanoun.
11Râk pétrâ eo va ners, évit ma hellinn harza? Pé pétrâ eo va divez, évit ma virinn ann habaskded?
Cross References
Leviticus 19:2Komz out strollad holl vugalé lsrael, ha lavar d’ézhô: Bézit sen̄t, râk mé a zô san̄t, mé ann Aotrou ho Toué.
Job 9:4Fûr eo a galoun, ha galloudek a ners: piou en deûz énébet out-han̄, hag a zô choumet é péoc’h?
Job 22:22Kémer al lézen eûz hé c’hénou, ha laka hé c’heriou enn da galoun.
Psalms 37:30Génou ann dén reiz a bréderiô war ar furnez, hag hé déôd a gomzô hervez ar reizded.
Psalms 71:17Va desket éc’h eûz, ô Doué, adalek va iaouan̄ktiz; ha mé a embannô da vurzudou bétég-henn;