The Bible Software
Levr Job · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Job 6

1Hôgen Job a respoun̄taz, hag a lavaraz:

2A ioul é vé lékéat enn eur valan̄s ar béc’héjou dré béré em eûz dellézet buanégez Doué, hag ar boan a c’houzan̄vann.

3Pounnéroc’h é vé ar ré-man̄ égét tréaz ar môr; râk-sé va gériou a zô leûn a c’hlac’har:

4Râk saésiou ann Aotrou a zô san̄ket enn-oun, hô drougiez a hesk va spéred, hag ar spoun̄t râg ann Aotrou a stourm ouz-in.

5Ann azen gouez hag hén̄ a vreûg pa en deûz géot? Pé ann éjenn hag hén̄ a vlej, mar d-éma dirâg eul laouer leûn?

6Ha béz’ é helleur dibri eunn dra divlaz, ha n’eûz két a c’hoalen enn-han̄? Ha béz’ é hell eur ré tan̄va ar péz a laka da vervel ann hini a dan̄v anézhan̄?

7Ar péz né fellé két d’in steki out-han̄ ken̄t, a zebrann bréma em an̄ken.

8Piou a lakai ma teûi d’in va goulenn, ha ma aotréô d’in Doué ar péz a c’hédann?

9Ével ma en deûz déraouet, ra beûr-vrévô ac’hanoun; ra lézô hé zourn da von̄t, ha ra skéjô ac’hanoun.

10Ha ra vézô ann dizoan-zé d’in, er poaniou a béré é c’hlac’harô ac’hanoun, na énébinn két out lavariou ann hini a zô san̄tel.

11Râk pétrâ eo va ners, évit ma hellinn harza? Pé pétrâ eo va divez, évit ma virinn ann habaskded?

12Va ners né két ners ar vein, ha va c’hîk ne két a arem.

13Chétu n’em eûz skoazel é-béd enn-oun va-unan, ha va miñouned hô-unan a zô tec’het diouz-in.

14Ann hini n’en deûz kéd a druez oud hé viñoun, en deûz kollet doujan̄s ann Aotrou.

15Va breûdeûr a zô tréménet é-biou d’in, ével eur froud a réd buhan enn traon̄iennou.

16Ar ré hô deûz aoun râg ar réô, a vézô gwasket gan̄d ann erc’h.

17Enn amzer é péhini en em lakain̄t da rédek, é teûin̄t-da-gét; ha pa zeûi da véza tomm, é vézin̄t distaget eûz hô léac’h.

18Trôidelluz eo hô raven̄chou; war ar goullô é kerzin̄t, hag é vézin̄t kaset-da-gét.

19Likid évez out raven̄chou Téma, hag oud hen̄chou Saba, ha gortozit eunn nébeût.

20Méz hô deûz, ô véza ma em eûz gédet: deûet in̄t koulskoudé étrézég enn-oun hag in̄t bét gôlôed a véz.

21Bréma oc’h deûet; ha kerken̄t ha ma hoc’h eûz gwélet va gouli, oc’h bét spoun̄tet.

22Ha lavaret em eûz-mé: Digasit, ha rôit d’in lôd eûz hô madou?

23Pé, dieûbit ac’hanoun eûz a zourn va énébour, ha tennit ac’hanoun eûz a zourn ar ré gré?

24Deskit ac’hanoun, hag é tavinn; ha ma éz eûz eunn dra ha na ouzoun két, rôit hén̄ da anaout d’in.

25Pérâk hoc’h eûs-hu drouk-komzet diwar-benn lavariou a wirionez, pa n’eûz hini ac’hanoc’h a gémen̄t a helfé va zamallout?

26Na strivit enn hô lavariou néméd da glask tamallou, hag hô kériou a ia gan̄d ann avel.

27En em deûrel a rît war eunn emzivad, hâ c’houi a laka hô striv da vréva hô miñoun.

28Hôgen peûr-c’hrit ar péz hoc’h eûz déraouet; rôit skouarn d’in, ha gwélit ma lavarann gevier.

29Respoun̄tit, mé hô péd, hép dael; hag enn eur gomza, barnit hervez ar reiz.

30Ha na géfot két a fallagriez war va zéôd, nag a ziboell em génou. ———— VII. PENNAD. Job a laka dirâg ann Aotrou hé reûz hag hé zinerzded.

← Levr Job 5Read In The App, Free →Levr Job 7 →

Study Levr Job 6

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142