Levr Job 9:24
Ann douar a zô lékéat étré daouarn ann dén fallagr, péhini a c’hôlô dremm hé varnerien; ma né kéd hén̄, piou éta eo?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
23Mar skourjez, ra lazô eur wéach, ha na c’hoarzet két eûz a boaniou ar ré zinam.
25Va deisiou a zô éat é-biou buhanoc’h égéd eur réder; tec’het in̄t, ha n’hô deûs két gwélet ar mâd.
Cross References
2 Samuel 19:4Hôgen ar roué en dôa gôlôet hé benn, hag a grié a-boéz-penn: va mâb Absalom, Absalom va mâb, va mâb.
Esther 7:8Assuérus ô véza distrôet eûz ar c’harz leûn a wéz, hag ô véza deûet é léac’h ar banvez, a gavaz Aman péhini a oa en em daolet war ar gwélé é péhini é oa gourvézet Ester, hag é lavaraz: Hag hén̄ a fell ivé d’ézhan̄ gwalla ar rouanez dira-z-oun, hag em zî? A véac’h ma oa éat ar gér-zé er-méaz eûz a c’hénou ar roué; ma oé gôlôet hé benn da Aman.
Job 12:6Tiez al laéroun a zô leûn, hag hî a zâv ouc’h Doué gan̄d herder, pétrâ-bennâg ma eo hen̄ en deûz lékéat pép trâ étré hô daouarn.
Job 16:11Digoret hô deûz hô génou em énep, hag oc’h ôber goab ac’hanoun, hô deûz va garvanatet: en em walc’het hô deûz gan̄t va foaniou.
Job 24:25Ma né ket ann dra-zé ével-sé, piou a hellô va gendrec’hi war c’hevier, ha tamallout va lavariou dirâk Doué? ———— XXV. PENNAD. Distervez ann dén dirâk Doué.
Psalms 17:14Eûz a zaouarn énébourien da zourn déou. Aotrou, rann anézhô a-zoug hô buez eûz ann niver bihan war ann douar: leûn eo hô c’hôv eûz ann traou a guzez. Mipien a-walc’h hô deûz; ha lézet hô deûz d’hô bugalé vihan ar madou hô dôa c’hoaz.