Levr Job 9
1Ha Job a respoun̄taz hag a lavaraz:
2Gouzoud a rann ervad pénaoz eo gwîr kémen̄t-sé, ha pénaoz né két reiz ann dén, ma hen hévélébékéeur oud Doué.
3Mar fell d’ézhan̄ striva out-han̄, na hellô két respoun̄ta eur wéach war vil.
4Fûr eo a galoun, ha galloudek a ners: piou en deûz énébet out-han̄, hag a zô choumet é péoc’h?
5Hén̄ eo a zoug ar ménésiou, hag ar ré a ziskar enn hé frouden n’her gouzon̄t két.
6Hén̄ eo a fin̄v ann douar eûz al léac’h m’éma, hag a laka hé bostou da gréna.
7Hén̄ eo a c’hourc’hémenn d’ann héol, hag ann héol na zâv két, ar stéréd a gûz ével dindân ar ziel.
8Hén̄ eo hé-unan en deûz displéget ann én̄vou, hag a valé war goummou ar môr.
9Hén̄ eo en deûz gréat stéred Arkturus, hag Orion, hag ann Hiadez, hag ar ré a zô kuzet étrézég ar c’hrésteiz.
10Hén̄ eo a ra traou brâz, traou a zô enn tû all d’hor spéred (T), traou burzuduz, hag a zô diniver.
11Mar teû étrézég enn-oun, n’her gwélinn két; mar pella diouz-in, n’her gwézinn két.
12Mar gra goulennou enn-eunn-taol, piou a respoun̄tô out-han̄? Pé piou a hellô lavarout: Pérâg é réz-té evel-sé?
13Doué eo, ha dén na hell énébi oud hé vuanégez; hag ar ré a zoug ar béd a blég dindân-han̄.
14Pétrâ ounn-mé éta évit respoun̄ta out-han̄, hag évit komza out-han̄?
15Ha pa vé enn-oun eunn dra-bennâg a reiz, na respoun̄tfenn két; hôgen hé bédi a rafenn ével va barner.
16Ha pa en défé sélaouet out va féden, na grédfenn két en défé klevet va mouéz.
17Râg hén̄ a vrévô ac’hanoun gan̄d eur gourven̄ten, hag é kreskô va gouliou hép ma wézinn zô-kén ann abek.
18N’am lez két da denna va alan; ha va c’harga a ra a c’houervder.
19Mar klaskeur ar galloud enn hé énep, Holl-c’hallou deg eo; mar klaskeur reizded ar varn, dén na grédfé testénia évid-oun.
20Mar fell d’in en em zidamallout, va génou a damallô ac’hanoun; mar fell d’in en em ziskouéza dinam, hén̄ a rôi da wîr pénaoz ounn tamalluz.
21Ha pa venn eunn dén eeun, va éné n’her gwézché két; ha gan̄t va buez zô-kén é vijenn inouet.
22Eunn dra, n’em eûz lavaret kén: Doué a c’hlac’har ann dén reiz ével ann hini direiz.
23Mar skourjez, ra lazô eur wéach, ha na c’hoarzet két eûz a boaniou ar ré zinam.
24Ann douar a zô lékéat étré daouarn ann dén fallagr, péhini a c’hôlô dremm hé varnerien; ma né kéd hén̄, piou éta eo?
25Va deisiou a zô éat é-biou buhanoc’h égéd eur réder; tec’het in̄t, ha n’hô deûs két gwélet ar mâd.
26Tréménet in̄t ével listri leûn a avalou, ével eunn er en em daol war hé breiz.
27Ma lavarann: Bikenn na gomzinn ével-sé; va dremm a drôann ha gan̄d ar boan ounn glac’haret.
28Mé a gréné é kémen̄t a réann, ô c’houzout pénaoz na espernez két ann hini a béc’h.
29Goudé-sé mar d-ounn eur fallagr, pérâg em eûz-mé labouret enn-aner?
30Ha pa venn bét gwalc’het é dour erc’h, ha pa luc’hfé va daouarn gan̄d ar glanded;
31Koulskoudé é tiskouézfez ac’hanoun ével pa venn gôlôet a zaotr; ha va diḻad a argarzô ac’hanoun.
32Râk ne kéd oud eunn dén hén̄vel ouz-in é respoun̄tinn, hag é vézinn sélaouet dirâg ar barner ével dirâk va fâr.
33N’eûz hini a gémen̄t a helché hon tamallout hon-daou, ha lakaad hé zourn étré-z-omp.
34Ra dennô he walen diwar-n-oun, ha na zeûet két hé spoun̄t da ôber heûz d’in.
35Neûzé é komzinn, ha n’am bézô két a aoun ra-z-han̄: râg en̄dra ma ounn er spoun̄t, na hellann lavarout gér é-béd. ———— X. PENNAD. Job a glemm ouc’h Doué. En em vuélaad a ra dira-z-han̄.