Levr Yoel 1:7
Enn eunn distrô é deûz lékéat ha dirusket va gwézen-fiez: enn noaz é deûz hé dibourc’het, hag hé diskaret: gwennet eo hé skourrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
8Gwél ével eur c’hrég iaouan̄k é deûz gwisket eur sac’h enn abek da varô pried hé iaouan̄ktiz.
Cross References
Isaiah 5:6Hé lâkaad a rinn da véza dilézet; na vézô két divéget, na vézô két kaéet; hag é savô ann dréz hag ann drein war hé zro; hag é c’hourc’hémenninn d’ar c’hoabr na lézin̄t két a c’hlaô da gouéza war-n-ézhi.
Isaiah 32:12Hé zud-nobl na choumin̄t mui énô; hôgen hî a c’halvô eur roué, hag hé holl brin̄sed a iélô-da-nétra.
Hosea 2:12Ha mé a wastô hé gwini, hag hé gwéz-fiez, diwar-benn péré é deûz lavaret: Chétu va gôbrou, a zô bét rôet din gan̄t va c’haran̄tésiou: ha mé hé lakai da eur c’hoad, ha loéned ar mésiou hé débrô.
Amos 4:9Hô skôet em eûz gan̄d eunn avel skaotuz ha gan̄d ar merkl: ar viskoul é deûz gwastet hô liorsou brâz, hag hô kwiniennou, hag hô kwéz-olived, hag hô kwéz-fiez: ha n’oc’h két distroet étrézég enn-oun, émé ann Aotrou.