Levr Yoel 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 245-248) ◄ Levr Oséa. Levr Joel. Levr Amos. ► LEVR JOEL. ———— I. PENNAD Disman̄tr ar Judéa gan̄t gwalen ann amprévaned. 1 Gér ann Aotrou a zeûaz da Joel, mab Fatuel.
2Sélaouit ann dra-man̄, kôzidi, ha rôit skouarn, holl dûd ann douar: ha c’hoarvézet eo bét kémen̄t-sé enn hô teisiou, pé é deisiou hô tadou?
3Danévellit kémen̄t-sé d’hô pugalé, hag hô pugalé d’hô bugalé-hi, hag hô bugalé-hi da eur vrôad all.
4Dilerc’h ar viskoul en deûz debret ar c’hiḻek-raden, ha dilerc’h ar c’hiḻek-raden en deûz debret ar prén̄v, ha dilerc’h ar prén̄v en deûz debret ar merkl.
5Dihunit, mezviérien; gwélit, ha iouc’hit, c’houi holl péré a gâr ar gwîn c’houék; râk lamet é vézô eûz hô kénou.
6Râg eur vrôad kré ha diniver a zô piñet war va douar: hé den̄t a zô ével den̄t eul léon, hag hé c’hilden̄t ével ré eul léonik.
7Enn eunn distrô é deûz lékéat ha dirusket va gwézen-fiez: enn noaz é deûz hé dibourc’het, hag hé diskaret: gwennet eo hé skourrou.
8Gwél ével eur c’hrég iaouan̄k é deûz gwisket eur sac’h enn abek da varô pried hé iaouan̄ktiz.
9N’eûz mui a sakrifiz nag a vraoued-kennig é tî ann Aotrou: daéraoui a râ ar véleien, ministred ann Aotrou.
10Gwastet eo ar vrô, glac’haret eo ann douar; gwallet eo ann éd, kollet eo ar gwiniennou, gwén̄vet eo ar gwéz-olived.
11Reûstlet eo al labourerien, iouc’ha a râ ar winiennérien diwar-benn ar gwiniz hag ann heiz; râg ar médéréz a zô deûet-da-gét er parkou.
12Bévézet eo ar winien, gwévet eo ar wézen-fiez: dizéc’het eo ar gwéz-granad, hag ar gwéz-palmez, hag ar gwéz-avalou, hag holl wéz ar parkou; râk kollet eo al lévénez é-touez bugalé ann dûd.
13En em c’hourizit, c’houi béleien, ha gwélit; iouc’hit, c’houi ministred ann aoter: deûit ébarz, ministred va Doué, gourvézit er sac’h: ô véza ma eo éhanet ar sakrifiz hag ar braoued-kennig é tî hô Toué.
14Grîd eur iun san̄tel, galvit ar strollad, grounnit ann hénaoured, hag holl dûd ar vrô é tî hô Toué; ha garmit étrézé ann Aotrou.
15Ha pébez deiz! râk deiz ann Aotrou a zo tôst, hag ann Holl-c’halloudek hel lakai da zon̄t war-n-omp ével eunn arné.
16Ha n’hon eûz-ni két gwélet oc’h éhana dirâg hon daoulagad ar boéd, al lévénez, hag al lîd é tî hon Doué?
17Al loéned a zô breinet enn hô zeil, ar soliérou a zô diskaret, ar sanaḻou a zô dispennet; râk kollet eo ann éd.
18Pérâg é klemm al loéned, pérâg é vlej ar chatal? O véza n’eûz két a beûrvan évit-hô: ann tropellou dén̄ved a varvô ivé.
19Étrézég enn-od, Aotrou, é c’harminn: râg ann tân en deûz loun̄ket holl draou kaer ann distrô, ar flamm en deûz dévet holl wéz ar parkou.
20Léoned ar parkou a zell ivé ouz-id, ével eunn douar a c’houlenn glaô: ô véza ma eo bét dizéc’het ann aiénennou dour, ha ma en deûz loun̄ket ann tân holl draou kaer ann distrô. ———— II. PENNAD Ar profed a erbéd ar Iuzevien da zistrei ouc’h Doué. l. Sonit gan̄d ar c’horn-boud é Sion, ha iouc’hit war va ménez san̄tel: ra grénô holl dûd ar vrô; râk deiz ann Aotrou a zeû, râk tôst eo. 2 Deiz a amc’houlou hag a dévalien, deiz koabrek hag arneuz: ével ma en em skiñ goulou-deiz war ar mésioû, ével-sé é teûi eur bobl brâz ha kré: n’eûz bét hini hén̄vel out-han̄ adaleg ar penn-ken̄ta, ha na vézô hini é bloavésiou ar c’han̄tvédou. 3 Enn hé raok eunn tân loun̄kuz, ha war hé lerc’h eur flamm dévuz: enn hé raok ann douar ével eul liors dudiuz, ha war hé lerc’h eunn distrô dihen̄t: ha dén na dec’hô diout-han̄. 4 Ével kézek é vézô hô doaré: hag ével marc’héien é rédin̄t. 5 Ével trouz ar c’hirri war lein ar ménésiou é lammin̄t; ével trouz eur flamm dân a loun̄k ar c’hôlô, ével eur bobl kré aozet d’ann emgann. 6 Dira-z-han̄ é krénô ar boblou: ann holl zremmou a zeûi da véza môrlivet. 7 Ével tûd kré é rédin̄t: ével brézélidi é piñin̄t war ar muriou: pep-hini a gerzô enn hé hen̄t, hag hini na zistrôi eûz hé raven̄t. 8 Ann eil na voun̄tô két égilé; pép-hini a gerzô enn hé ren̄k: dré ar pénestrou é kouézin̄t, héb hô diskara. 9 Er géar éz ain̄t, war ar vur é rédin̄t, war ann tiez é piñin̄t, dré ar prénestrou éz ain̄t ébarz ével laéroun. 10 Dira-z-hô é krénô ann douar, é vézô kéflusket ann én̄vou: ann héol hag al loar a dévalai, hag ar stéred a zinac’hô hô goulou. 11 Hag ann Aotrou en deûz rôet da glévout hé vouéz é raok hé armé; rak nivéruz-brâz eo hé gampou; râk kré ha gallouduz eo hé c’hér: ô véza ma eo brâz deiz ann Aotrou, ma eo doujuz-meûrbéd: ha piou a hello harza out-han̄? 12 Hôgen bréma, émé ann Aotrou, distrôit étrézég enn-oun a greiz hô kaloun, er iûn, enn daérou, hag er c’hlemvan. 13 Rôgit hô kalounou, ha nann hô tiḻad, ha distrôit étrézég ann Aotrou hô Toué: râg habask ha trugarézuz eo, sioul ha truézuz-brâz, ha dougét d’ar c’heûz eûz ann drouk. 14 Piou a oar hag hen na zistrôi két, hag hen na lakai két enn an̄kounac’h, hag hen na lézô két hé vennoz war hé lerc’h, ma rôot sakrifiz ha braoued-kennig d’ann Aotrou hô Toué? 15 Sonit gan̄d ar c’horn-boud é Sion; grîd eur iun san̄tel, galvit ar strollad. 16 Strollit ar bobl; glanit at strollad; grounnit ann hénaoured; strollit ar vugalé, hag ar re a zô oud ar vronn: ra zeûi ar pried er-méaz eue hé wélé, hag ar bried er-méaz eûz hé gwélé-eûreûd. 17 Ra wélô ar véleien, ministred ann Aotrou, étré ar porc’hed hag ann aoter, ha ra livirin̄t: Espern, Aotrou, espern da bobl, ha na rô két da zigwéz d’ar vézégez, évit ma vézô aotrouniet gan̄d ar brôadou; ha ma vé lavaret dré-zé é-touez ar brôadou: Péléac’h éma hô Doué? 18 Eunn oaz brâz en deûz bét ann Aotrou évid hé zouar, hag en deûz espernet hé bobl: 19 Hag ann Aotrou a gomzas oud hé bobl, hag a 1avaraz d’ézhan̄: Chétu mé a gasô d’é-hoc’h éd, ha gwîn, hag éôl, hag hô pézô hô kwalc’h anézhô: ha n’hô rôinn mui da vézégez é-touez ar brôadou. 20 Hag é pellainn diouz-hoc’h ann hini a zeû eûz ann han̄ter-nôz, hag é tistolinn anézhan̄ enn eunn douar dihen̄t ha didûd: ar penn uc’héla anézhan̄ out môr ar sâv-héol, hag ar penn izéla oud ar môr pella: hag hé fléar a zavô, hag hé vreinadurez a biñô, ô véza ma en deûz embréget gan̄t rogoni.
21N’az péz két a aoun, ô douar, trîd hag en em laouéna: râg ann Aotrou a rai traou kaer.
22N’hô pézet két a aoun, loéned ar mésiou; râg géot ann distrô a héginô; ar gwéz a zougo hô frouez; ar gwéz-fiez hag ar gwiniennou a rôi hô founder.
23Ha c’houi, bugalé Sion, tridit, hag en em laouénait enn Aotrou hô Toué; ô véza ma en deûz rôet d’é-hoc’h eur mestr évid deski ar reizded, ha ma lakai da ziskenna war-n-hoc’h ar glaô abréd hag ar glaô divéza, ével er penn-ken̄ta.
24Hô leûriou a vézô leûn a éd, hag hô kwaskellou a fennô-dreist ar gwîn hag ann éôl.
25Ha mé a zistolô d’é-hoc’h ar bloavésiou hô deûz loun̄ket ar c’hiḻek-raden, hag ar prén̄v, hag ar merkl, hag ar viskoul, hag ann armé vrâz em eûz kaset ouz-hoc’h.
26Neûzé é tebrot hag en em vagot, hag hô pézô hô kwalc’h: hag é veûlot hanô ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz gréat burzudou enn hô kén̄ver: ha va fobl na vézô mui bikenn mézékéet.
27Ha c’houi a wézô pénaoz émounn é-kreiz Israel: ha pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, ha n’eûz hini all é-béd: ha va fobl na vézô mui bikenn mézékéet.
28Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô goudé-zé: skuḻa a rinn va spéred war bep kik: hô mipien hag hô merc’hed a ziouganô: hô tûd-kôz a gavô ar wirionez enn hô huvréou, hag hô tûd-iaouan̄k hô dévézô gwélédigésiou.
29Enn deisiou-zé é skuḻinn ivé va spéred war va zervichérien ha war va mitisien.
30Ha mé a lakai da wélout burzudou enn én̄v, ha war ann douar, goad, ha tân, ha korven̄tennou môged.
31Ann héôl a vézô trôet é tévalien, hag al loar é goad, abarz ma teûi deiz braz ha spoun̄tuz ann Aotrou.
32Chétu pétrâ a vézô: néb a c’halvô hanô ann Aotrou, a vézô salvet: râg ar zilvidigez a vézo, ével ma en deûz lavaret ann Aotrou, war vénez Sion, hag é Jéruzalem, hag enn dilerc’hiou en dévézô galvet ann Aotrou. ———— III. PENNAD Barnédigézou-Doué a-éneb énébourien hé bobl.