Levr Yoel 2:11
Dirédit, ha deûit, holl vrôadou trô-war-drô, hag en em strollit: énô é tiskarô ann Aotrou da ré gré.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Trôit hô souc’hiou é klézeier, hag hô pigellou é gwafiou; ra lavarô ann dén laosk: Kré ounn.
Cross References
2 Samuel 22:14Ann Aotrou en deûz gréat kurun eûz ann én̄v: hag ann Uc’hel-meûrbed en deûz savet hé vouéz.
Psalms 46:6Ar brôadou a zô bét reûstlet, hag ar rouan̄télésiou a zô bét diskaret; hé vouéz en deûz rôet, hag ann douar a zô bét horellet.
Isaiah 7:18Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a c’houibanô étrézég ar geliénen a zô er penn pella eûz a steriou ann Éjipt, hag étrézég ar wénanen a zô é douar Assur.
Isaiah 42:13Ar béner-koad a astenn hé linen; hé zoaréa a ra gan̄d ar vouc’hal; hé éeuna a ra gan̄d ar skouér, ha gan̄d ar c’hompez é rô ann drô d’ézhan̄; ôber a ra skeûden eunn dén, hag ar c’haéra ma hell, hag hel laka enn eul lôgel.
Jeremiah 30:7Râg ével-henn é lavar ann Aotrou: Tridit gan̄t lévénez, ô Jakob, c’hoarzit é penn ar brôadou; grît trouz, ha kanit, ha livirit: Dieûb, Aotrou, da bobl, dilerc’h Israel.
Ezekiel 22:14Da galoun hag hî a hellô en em harpa, da zaouarn hag hî a hellô en em fougéa, enn deisiou a zigasinn d’id? Mé eo ann Aotrou em eûz komzet, hag é rinn.