The Bible Software
Levr Yoel · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yoel 2

1Râk chétu enn deisiou-zé, hag enn amzer-zé, p’am bézô lékéat da zistrei sklaved Juda ha Jéruzalem,

2É strollinn ann holl vrôadou, hag é kasinn anézhô é traon̄ien Josafat: hag é strivinn gan̄t-hô énô diwar-benn Israel va fobl ha va digwéz, hô deuz skiñet é-touez ar brôadou, ha va douar, hô deûz rannet.

3War va fobl hô deûz taolet ar sort: el lec’hiou a c’hadélez hô deûz lékéat ar baotred-iaouan̄k, hag ar merc’hed-iaouan̄k hô deûz gwerzet évit gwîn, hag évid éva.

4Hôgen pétrâ a zô étré c’houi ha mé, Tir ha Sidon, hag holl harzou ar Palestina? Ha c’houi a fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanoun? Mar fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanonn, râk-tâl é tistolinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.

5Va arc’han̄t ha va aour hoc’h eûz kéméret: enn hô templou hoc’h eûz kaset ar péz em boa a gaéra hag a zudiusa.

6Gwerzet hoc’h eûz mipien Juda, ha mipien Jéruzalem da vipien ar C’hrésied; évid hô fellaad diouc’h hô harzou.

7Chétu mé a dennô anézhô eûz al léac’h é péhini hô poa hô gwerzet: hag é tistrôinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.

8Ha mé a werzô hô mipien hag hô merc’hed étré daouarn mipien Juda; hag hî hô gwerzô d’ar Sabéed, brôad a bell; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.

9Embannit kémen̄t-sé é-touez ar brôadou, san̄télit ar brézel, savit ar ré gré: ra dôstai, ra zavo ann holl vrézélidi.

10Trôit hô souc’hiou é klézeier, hag hô pigellou é gwafiou; ra lavarô ann dén laosk: Kré ounn.

11Dirédit, ha deûit, holl vrôadou trô-war-drô, hag en em strollit: énô é tiskarô ann Aotrou da ré gré.

12Ra zavô, ha ra biñô ann holl vrôadou é traon̄ien Josafaf: râg énô éc’h azézinn évit barna ann holl vrôadou trô-war-drô.

13Kémérit hô filsier, râg éog eo ar médérez: deûit ha diskennit, râg leûn eo ar waskel, ar waskou a ia dreist: râk paottet eo hô drougiez.

14Poblou, poblou, deûit da draon̄ien al lazérez: râk tôst eo deiz ann Aotrou é traon̄ien al lazérez.

15Ann héol hag al loar a dévalai, hag ar stéred a zinac’hô hô goulou.

16Ann Aotrou a iudô eûz a Zion, hag a rôi da glevout hé vouéz eûz a Jéruzalem: ann én̄vou hag ann douar a grénô: hôgen ann Aotrou a vézô géd hé bobl, ha ners mipien Israel.

17Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou hô Toué, a choum é Sion, va ménez san̄tel: ha san̄tel é vézô Jéruzalem, hag ann diavésidi na dreûzin̄t mui anézhi.

18Chétu pétrâ a c’hoarvézô enn deiz-zé: ar ménésiou a skuḻo mél c’houék, hag al léaz a rédô eûz ar c’hrec’hiennou: é holl c’houeriou Juda é rédô ann dour; hag eur feun̄tenn a zeûi er-méaz eûz a dî ann Aotrou, hag a zourô froud ann drein.

19Ann Éjipt a vézô enn an̄ken, hag ann Iduméa a zeûi ével eunn distrô eûzuz: ô véza ma hô deûz gwall-aozet mipien Juda, ha ma hô deûz skuḻet ar goad dinam enn hô brô.

20Ar Judéa a vézô tudet da-vikenn, ha Jéruzalem a badô a gan̄tved é kan̄tved.

21Ha mé a c’hlanô hô goâd, n’em boa két glanet: hag ann Aotrou a choumô é Sion.

← Levr Yoel 1Read In The App, Free →Levr Yoel 3 →

Study Levr Yoel 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123