Levr Yoel 2:7
Chétu mé a dennô anézhô eûz al léac’h é péhini hô poa hô gwerzet: hag é tistrôinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 1:23Saül ha Jonatas a oa karadek-brâz ha leûn a veûrdez a-héd hô buez; ha n’in̄t két bét rannet enn hô marô; skan̄voc’h é oan̄t égéd ann éred, ha krévoc’h égéd al léoned.
2 Samuel 5:8Râk David en dôa kenniget eur gôbr évid ann hini a drec’hfé ar Jébuzéed, hag a dizché lein ar c’hré hag a gasché-kuît ar ré zall hag ar ré gamm, péré hô dôa kâs oud David. Râk-sé é lévéreur gan̄d eul lavar-gôlôet: Ann hini a zô dall hag ann hini a zô kamm na d-ain̄t két enn templ.
Psalms 19:5Enn héol en deûz lékéat hé delt; hag hén̄vel oud eur pried a ia er-méaz eûz ar gampr a briédélez, é tilamm ével éul lan̄gouinek évid ôber hé rédaden.
Isaiah 5:26Hag hén̄ a zavô hé arouéz é penn eur bobl pell-brâz, hag a c’houibano étrézég enn-han̄ eûz a benn ar béd; hag ar bobl-zé a zeûi buhan.
Joel 2:9Embannit kémen̄t-sé é-touez ar brôadou, san̄télit ar brézel, savit ar ré gré: ra dôstai, ra zavo ann holl vrézélidi.