Levr Yona 4:6
Hag ann Aotrou Doué a lékéaz da zével eunn iliaven, hag a biñaz a-ziouc’h da benn Jonas, évit ma vijé hé benn enn dishéol, ha ma vijé diwallet gan̄t-hi; râg gwall ziézet é oa: ha Jonas a oé laouénéet-brâz gan̄d ann iliaven-zé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Esther 5:9Aman éta a iéaz er-méaz enn deiz-zé, hag hén̄ laouen ha dréô. Hôgen pa wélaz pénaoz Mardoché péhini a oa azézet é-tâl porz ar palez, na oa két savet évit-han̄, ha na oa két zôkén fin̄vet eûz al léac’h é péhini é oa azézet, é savaz eunn drouk brâz enn-han̄:
Psalms 103:10N’en deûz két gréat d’é-omp hervez hor péchéjou; ha n’en deûz két rôet d’é-omp hervez hor fallagriez.
Isaiah 39:2Piou en deûz lékéat ann dén reiz da zével eûz ar sâv-héol, hag hé c’halvet da von̄t war hé lerc’h? Lékéat en deûz ar brôadou da bléga dira-z-han̄, hag ar rouéed en deûz lékéat dindân hé véli; hô lakaad a rai da bléga dindân hé glézé ével poultr; hô lakaad a rai da déc’hout dirag hé warek ével ar c’hôlô a ia gan̄d ann avel.