The Bible Software
Levr Yona · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yona 4

1Neûzé Jonas a oé glac’haret-brâz, hag é savaz droug enn-han:

2Hag hén̄ a bédaz ann Aotrou, hag a lavaraz: Ha né oa két énô va lavar, mé az péd, Aotrou, pa édounn c’hoaz em brô? Ar râg-gwél eûz a gémen̄t-sé eo en deûz va lékéat da dec’hout étrézé Tarsis; râk mé a oar pénaoz éz oud eunn Doué hégarad ha trugarek, habask ha leûn a vadélez, ha daré da zistaoli ann drougiez.

3Hôgen bréma, Aotrou, kémer, mé az péd, va éné digan-én̄; râg gwell eo gan-én̄ ar marô égéd ar vuez.

4Hag ann Aotrou a lavaraz: Ha reiz é kavez-té da vuanégez?

5Ha Jonas a iéaz er-méaz eûz a géar, hag a azézaz é tû ar sâv-héol eûz a géar: hag hén̄ a réaz énô eur gwasked évit-han̄, hag a azézaz enn dishéol dindan-han̄, kén na wélché pétrâ a c’hoarvézché gan̄d ar géar.

6Hag ann Aotrou Doué a lékéaz da zével eunn iliaven, hag a biñaz a-ziouc’h da benn Jonas, évit ma vijé hé benn enn dishéol, ha ma vijé diwallet gan̄t-hi; râg gwall ziézet é oa: ha Jonas a oé laouénéet-brâz gan̄d ann iliaven-zé.

7An̄trônôz kerken̄t ha goulou-deiz ann Aotrou a gasaz eur prén̄v, hag a zan̄kaz enn iliaven; hag hou-man̄ a oé gwén̄vet.

8Ha pa zavaz ann héol, ann Aotrou a lékéaz da zével eunn avel tomm ha skaot: hag ann héol a skôé war benn Jonas; hag hén̄ a oa enn eur fillidigez vrâz: hag hen̄ a c’hoan̄taaz mervel, hag a lavaraz: Gwell eo gan-én̄ mervel égét béva.

9Hag ann Aotrou a lavaraz da Jonas: Ha reiz é kavez-té da vuanégez enn abek d’ann iliaven-zé? Hag hén̄ a lavaraz: Reiz eo va buanégez bétég ar marô.

10Hag ann Aotrou a lavaraz: Droug a zâv enn-od enn abek da eunn iliaven, péhini n’en deûz rôet poan é-béd d’id, hag a zô bét savet hép-z-oud, péhini a zÔ deûet enn eunn nôzvez, hag a zô éat-da-gét enn eunn nôzvez all.

11Ha mé na drugarezfenn két Niniva ar géar vrâz, é péhini éz eûz ouc’h-penn c’houac’h-ugen̄t mil dén, péré na anavézon̄t két hô dourn déou diouc’h hô dourn kleiz, ha kalz loéned?

← Levr Yona 3Read In The App, Free →Micah 1 →

Study Levr Yona 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234