Levr Yehoshoua 1:17
Ével ma hon eûz sen̄tet é pép trâ out Moizez, é sen̄timp ivez ouz-id: bézet hép-kén ann Aotrou da Zoué gan-éz, ével ma eo bét gan̄t Moizez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 27:20Hag é rôi d’ézhan̄ kélennou dirag ann holl, ha lôden eûz da véli, évit ma vézô sélaouet gan̄d holl strollad bugalé Israel.
Joshua 1:5Hini na hellô énébi ouz-hoc’h keit ha ma vévi. Ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz: n’az kasinn ket er-méaz (T), n’az tilézinn két.
Joshua 4:14Enn deiz-zé ann Aotrou a uc’héléaz kalz Jozué dirâg Israel holl, évit ma teûjen̄t d’hé zouja, ével m’hô dôa doujet Moizez é-pâd ma oa béô.
1 Samuel 20:13Hag hén̄ a zislébéré hé zremm dira-z-hô, hag en em lezé da gouéza étré hô daouarn, hag en em stoké out postou ann ôr, hag a lezé hé c’hlaouren da gouéza war hé varô.
Psalms 20:1Ra zélaouô ann Aotrou ouz-id é deiz ar c’hlac’har: hanô Doué Jakob ra ziwallô ac’hanod.