The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 244-273) ◄ Ann Deutéronom Levr Jozué Ar Varnérien ► LEVR JOZUÉ. ———— I. PENNAD. Gourc’hémennou a ra Doué da Jozué. 1 C’hoarvézoud a réaz goudé marô Moizez, servicher ann Aotrou, pénaoz ann Aotrou a gomzaz out Jozué, mâb Nun, ministr Moizez, hag a lavaraz d’ézhan̄:

2Moizez va zervicher a zô marô: saô, ha treûz ar ster Jourdan-zé, té, hag ann holl bobl gan-éz, évit mon̄d enn douar a rôinn da vugalé Israel.

3Kémen̄t léac’h en dévézô moustret hô trôad, a rôinn d’é-hoc’h, ével ma em eûz hé lavaret da Voizez.

4Adaleg ann distrô, hag al Liban, hag ar ster vrâz a Eûfratez, holl vrô ann Hétéed bétég ar môr brâz râg-énep d’ar c’hûs-heol, énô é vézô hoc’h harzou.

5Hini na hellô énébi ouz-hoc’h keit ha ma vévi. Ével ma ounn bét gan̄t Moizez, é vézinn ivé gan-éz: n’az kasinn ket er-méaz (T), n’az tilézinn két.

6En em gréva ha béz kalounek; râk té eo a lôdennô d’ar bobl-zé diouc’h ar sort ann douar em eûz lavaret gan̄t lé d’hô zadou é rôjenn d’ézhô.

7En em gréva éta ha béz kalounek; évit ma viri ha ma heûḻi ann holl lézen en deûz gourc’hémennet d’id Moizez va zervicher: na zistrô diout-hi nag a zéou nag a gleiz, évit ma poelli kemen̄d a réz.

8Na bellaet két levr ar lézen-zê diouc’h da c’hénou: hôgen prédéria a ri war-n-ézhan̄ nôz-deiz, évit ma viri ha ma heûḻi kémen̄d a zô skrivet enn-han̄. Neûzé é kerzi éeun enn da hen̄t, hag é poelli anézhan̄.

9Hé c’hourc’hémenni a rann d’id: en em gréva ha béz kalounek. N’az péz két a aoun ha na spoun̄t két: râk é pé léac’h-bennâg m’az î, ann Aotrou da Zoué a vézô gan-éz.

10Jozué éta a c’hourc’hémennaz da brin̄sed ar bobl, ô lavarout: Tréménit dré greiz ar c’hamp, ha kémennit d’ar bobl, ô lavarout:

11Aozit d’é-hoc’h boédou; râk a benn tri deiz é treûzot ar Jourdan, hag éz éot da biaoua ann douar a dlé da rei d’é-hoc’h ann Aotrou hô Toué.

12Lavaroud a réaz ivé d’ar Rubénied ha d’ar Gadéed, ha da han̄ter vreûriez Manasé:

13Hô pézet sonch eûz ar péz en deûz gourc’hémennet d’é-hoc’h Moizez, servicher ann Aotrou, ô lavarout: Ann Aotrou hô Toué en deûz rôet d’é-hoc’h ann éhan, hag ann holl zouar-man̄.

14Hô kragez, hag hô pugalé, hag hô loéned a choumô enn douar en deûz rôet Moizez d’é-hoc’h enn tu-man̄ eûz ar Jourdan: hôgen c’houi, péré a zô holl tûd kré, treûzid ar ster gan̄d armou é penn hô preûdeûr, ha stourmit évit-hô;

15Kén na rôi ann Aotrou ann éhan d’hô preûdeûr, ével ma en deûz hé rôet d’é-hoc’h, ha kén na vézint ivé perc’hen enn douar a dlé da rei d’ézhô ann Aotrou hô Toué: ha goudé-zé é tistrôod d’ann douar a zô d’é-hoc’h, hag é choumot enn-han̄, ével el léac’h en deûz Moizez, servicher ann Aotrou, rôet d’é-hoc’h enn tû-man̄ eûz ar Jourdan, râg-énep d’ar sâv-héol.

16Hag hî a lavaraz da Jozué: Kémen̄d éc’h eûz gourc’hémennet d’é-omp a raimp; hag é pé léac’h-bennâg ma hor c’hasi ez aimp.

17Ével ma hon eûz sen̄tet é pép trâ out Moizez, é sen̄timp ivez ouz-id: bézet hép-kén ann Aotrou da Zoué gan-éz, ével ma eo bét gan̄t Moizez.

18Piou-bennâg a enébô oud da c’heriou, ha na zen̄tô két out kémen̄d a c’hourc’hémenni d’ézhan̄, ra varvô: hôgen te, en em gréva, ha béz kalounek. ———— II. PENNAD. Spierien Jozué kuzet é-ti Rahab ar c’hast.

← Adlezenn 34Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 2 →

Study Levr Yehoshoua 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324