Levr Yehoshoua 1:8
Na bellaet két levr ar lézen-zê diouc’h da c’hénou: hôgen prédéria a ri war-n-ézhan̄ nôz-deiz, évit ma viri ha ma heûḻi kémen̄d a zô skrivet enn-han̄. Neûzé é kerzi éeun enn da hen̄t, hag é poelli anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 5:29Hôgen pa en devézô ann Aotrou da Zoué da lekéat da von̄t enn douar é péhini éz éz da choum, é likii ar vennoz war vénez Garizim, hag ar valloz war vénez Hébal,
Deuteronomy 6:6Hag é kennigot el léac’h-zé hô sakrifisou-losk, hag hô viktimou, ann déogou, hag ar bréveûdiou eûz hô taouarn, hag hô kwéstlou, hag hô rôou, hag ar ré gen̄ta-ganet eûz hoc’h éjenned hag eûz hô tén̄ved.
Deuteronomy 17:18Na gennigi két gôbr ar c’hast na gwerz ar c’hî é tî ann Aotrou da Zoué pétrâ-bennâg m’az pézô gwéstlet; râg argarzuz in̄t hô daou dirâg ann Aotrou da Zoué.