Levr Yehoshoua 10:13
Hag ann héol hag al loar a choumaz krenn enn-eunn-taol (T), ken na oé ar bobl en em ven̄jet eûz hé énébourien. Ha né d-eo két skrivet kémen̄t-sé é levr ar ré wirion? Ann héol éta a arzaôaz é-kreiz ann én̄v, ha na hastaz két mon̄d da gouska é-pâd eunn dervez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 31:2Kastiz da-gen̄ta ar Vadianited diwar-benn bugalé Israel, ha goudé-zé é vézi unvanet gan̄d da bobl.
Joshua 10:14Biskoaz deiz, na ken̄t na goudé, na oé kenn hir hag hen-nez, ann Aotrou ô véza neûzé sen̄tet out mouéz eunn dén, hag ô véza stourmet évid Israel.
Judges 16:28Hôgen hén̄ ô c’hervel ann Aotrou, a lavaraz: Aotrou Doué, az péz sonch ac’hanoun, asrô d’in bréma, va Doué, va ners gen̄ta, évit ma en em ven̄jinn eûz va énébourien ha ma tistolinn d’ézhô enn eur wéach ar péz a zellézon̄t évid ar c’holl eûz va daou-lagad.
Job 9:7Hén̄ eo a c’hourc’hémenn d’ann héol, hag ann héol na zâv két, ar stéréd a gûz ével dindân ar ziel.
Psalms 74:16D’id eo ann deiz, ha d’id eo ann nôz; té éc’h eûz gréat goulou-deiz hag ann héol.