Levr Yehoshoua 10
1Pa glevaz Adonisédek, roué Jéruzalem, pénaoz en dôa Jozué kéméret ha disman̄tret ar géar a Hai (rag gréat en dôa é kén̄ver Hai hag hé roué, ével m’en dôa gréat é-kén̄ver Jériko hag hé roué); ha pénaoz é oa en em lékéat ar Gabaonited a dû gan̄t bugalé Israel; hag hô dôa gréat kévrédigez gan̄t-hô,
2É oé spoun̄tet-brâz. Rag Gabaon a oa eur géar vrâz, hag unan eûz a gériou ar roué, ha brasoc’h égéd ar géar a Hai; hag hé vrézélidi a oa holl tûd eûz ar ré galounéka.
3Adonisédek, roué Jéruzalem, a gasaz éta étrézég Oham, roué Hébron, hag étrézé Faram, roué Jérimot, hag étrézé Jafia, roué Lakis, hag étréze Dabir, roué Églon, évit lavarout d’ézhô:
4Deûit d’am c’havout, ha rôit kenners d’in, évit ma raimp ar brézel d’ar Gabaonited, péré a zô en em lékéat a dû gan̄t Jozué ha gan̄t bugalé Israel.
5Ar pemp roue ann Amorréed en em zastumaz éta kévret, roué Jéruzalem, roué Hébron, roué Jérimot, roué Lakis, roué Églon; hag é kerzchon̄t gan̄d hô holl vrézélidi, hag é lékéjon̄t hô champ enn-drô da C’habaon evid hé grounna.
6Hôgen tûd Gabaon pa wélchon̄t hô c’héar grounnet, a gasaz étrézé Jozué, péhini a oa neûzé e kamp Galgala, evit lavarout d’ézhan̄: Plijet gan-éz rei da zaouarn da genners d’as servicherien: deûz buan d’hon tenna a boan oc’h hor skoazella; rag holl rouéed ann Amorréed péré a choum er ménésiou, a zô en em zastumet enn hon énep.
7Jozué a gerzaz éta eûz a C’halgala, ha gan̄t-han̄ ar vrézélidi eûz hé armé, péré a oa eûz ar ré galounéka.
8Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué: n’az péz kéd a aoun ra-z-hô; râg hô lékéat em eûz étré da zaouarn; hag hini anézhô na hellô énébi ouz-id.
9Jozué éta ô véza deûet a-héd ann nôz eûz a C’halgala, en em strin̄kaz war-n-ézhô enn-eunn-taol.
10Hag ann Aotrou a reûstlaz anézhô a zirâg Israel, hag a skôaz war-n-ézhô eur gouli brâz war harz Gabaon: Jozué a iéaz war hô lerc’h dre ann hen̄t a biñ étrézé Belhoran, hag é tarc’haouaz gan̄t-hô bétég Azéka ha Maséda.
11Ha pa dec’hen̄t araok bugalé Israel, ha ma oan̄t é diskenn Bethoron, ann Aotrou a lékéaz da gouéza mein brâz eûz ann en̄v war-n-ézhô bétég Azéka: ha kalz mui anézhô a oé lazet gan̄d ar vein-zé é-doaré kazarc’h, égét gan̄t klézé bugalé Israel.
12Neûzé Jozué a gomzaz oud ann Aotrou, enn deiz-zé é péhini en dôa lékéat ann Amorréed étré daouarn bugalé Israel, hag é lavaraz dira-z-hô: Héol, na gerz két étrézé Gabaon; na té, loar, war-zû traon̄ien Ajalon.
13Hag ann héol hag al loar a choumaz krenn enn-eunn-taol (T), ken na oé ar bobl en em ven̄jet eûz hé énébourien. Ha né d-eo két skrivet kémen̄t-sé é levr ar ré wirion? Ann héol éta a arzaôaz é-kreiz ann én̄v, ha na hastaz két mon̄d da gouska é-pâd eunn dervez.
14Biskoaz deiz, na ken̄t na goudé, na oé kenn hir hag hen-nez, ann Aotrou ô véza neûzé sen̄tet out mouéz eunn dén, hag ô véza stourmet évid Israel.
15Jozué a zistrôaz neûzé da gamp Galgala gan̄d holl vugalé Israel.
16Rag ar pemp roué a oa tec’het, hag a oa éat da guza enn eur c’héô eûz a géar Maséda.
17Lavaret é oé da Jozué pénaoz tûd hô dôa kavet ar pemp roue kuzet enn eur c’héô eûz a géar Maséda.
18Hag hén̄ a c’hourc’hémennaz d’ar ré a oa gan̄t-han̄, ô lavarout: Ruḻit kerrek brâz é génou ar c’héô, ha likit tûd gwén évit mirout ar ré a zô serret énô.
19Hôgen c’houi, na éhanit két: it war-lerc’h ann énébourien, ha lazit ar ré a choumô war-lerc’h enn eur déc’hout: ha n’hô lézit két da von̄t dindân gwarez hô c’heriou, pa en deûz ann Aotrou hô Toué hô lékéat étré hô taouarn.
20Ann énébourien éta ô véza bét tréc’het ha lazet (T), hép ma choumaz hogos hini, ar ré a hellaz téc’hout eûz a zaouarn Israel, en em dennaz er c’heriou kré.
21Hag ann holl armé a zistrôaz étrézé Jozué é Maséda, é péléac’h édo neûzé ar c’hamp, hag hî iac’h hag enn hévelep niver égéd diagen̄t: ha dén na grédaz en em zével a-énep Israel.
22Ha Jozué a c’hourc’hémennaz, ô lavarout: Digorit génou ar c’héô, ha digasit dira-z-oun ar pemp roué a zô kuzet enn-han̄.
23Hé dûd a réaz ar péz a oa bét gourc’hémennet d’ézhô: hag é kaschon̄t dira-z-han̄ ar rouéed a oa er c’heô, roué Jéruzalem, roué Hébron, roué Jérimot, roué Lakis, roué Églom.
24Ha pa oen̄t bét digaset d’ézhan̄, é c’halvaz holl oazed Israel, hag é lavaraz d’ar ré gen̄ta eûz ann armé a oa gan̄t-han̄: It, ha likid hô troad war c’houzoug ar rouéed-zé. Pa hô dôé gréat kémen̄t-sé, ha pa oa hô zreid war chouzoug ar ré-man̄,
25Jozué a lavaraz c’hoaz d’ézhô: N’hô pézet két a aoun, ha na spoun̄tit két: kalounékait ha bézit stard rag ével-sé é rai ann Aotrou é-kén̄ver hoc’h holl énébourien out péré é ren̄kot stourmi.
26Ha goudé-zé Jozué a skôaz gan̄d ar rouéed-zé hag hô lékéaz da vervel, hag a lékéaz hô staga out pemp kroug: hag hî a choumaz krouget énô bétég ar pardaez.
27Ha p’az éa ann héol da guza, é c’hourc’hémennaz d’ar ré a oa gan̄t-han̄ m’hô tiskenchen̄t eûz ar groug: ha pa oen̄t bét diskennet gan̄t-hô, hô zeûrel a réjon̄t er c’héô, é péhini é oan̄t bét kuzet, hag é lékéjon̄t enn hé c’hénou kerrek brâz a zô choumet énô bétég-henn.
28Enn hévélep deiz Jozué a géméraz ivé Maséda, hag a zisman̄traz anézhi gan̄d ar c’hlézé. Lakaad a réaz da vervel hé roué, hag ar ré holl a choumé enn-hi; ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén. Ober a réaz da roué Maséda ével m’en dôa gréat da roué Jériko.
29Éûz a Vaséda é tréménaz gan̄d Israel holl da Lebna, hag é stourmaz out-hi.
30Hag ann Aotrou a lékéaz ar géar-zé gan̄d hé roué étré daouarn Israel. Laza a réjon̄t gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hi ha na lézchon̄t két enn-hi ann distéia dén. Ober a réjon̄t da roué Lebna, ével m’hô dôa gréat da roué Jériko.
31Eûz a Lebna é tréménaz da Lakis gan̄d Israel holl: hag ô véza lékéad hé armé war-drô da géar, é stourmaz out-hi.
32Hag ann Aotrou a lékéaz Lakis étré daouarn Israel, hag é kéméraz anézhi ann eil dervez; hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hî, ével m’en dôa gréat é Lebna.
33Enn hévéleb amzer Horam, roué Gazer, a gerzaz évit kennerza Lakis: Jozué hé drec’haz, hé lazaz, hag hé holl bobl gan̄t-han̄ bétég ann divéza.
34Eûz a Lakis é tréménaz da Églon, hag é c’hrounnaz anézhi;
35Hag é stourmaz out-hi enn hévélep deiz: hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé ar ré holl a choumé enn-hî, ével m’en dôa gréat é Lakis.
36Piña a réaz goudé gan̄d Israel holl eûz a Êglon da Hébron, hag é stourmaz out-hî;
37Hé c’hémérout a réaz, hag é lazaz gan̄d ar c’hlézé hé roué, ha kémen̄d dén en em gavaz er gear-zé, hag er c’heriou all eûz ar vrô; ha na lézaz két enn-hô ann distéra dén. Ével m’en dôa gréat é Églon, é réaz é Hébron; é beg ar c’hlézé é lazaz kémen̄d dén a gavaz enn-hi.
38Ac’hanô é tistrôaz étrézé Dabir:
39Hé c’héméroud a réaz, hag é wastaz anézhi. Laza a réaz gan̄d ar c’hlézé hé roué, ha kémen̄d dén en em gavaz er géar-ze, hag er c’heriou all; ha na lézaz ket enn-hô ann distéra dén. Ével m’en doa gréat é Hébron hag é Lebna, hag é kén̄ver hô rouéed, é réaz é Dabir, hag é-kén̄ver hé roué.
40Jozué éta a wastaz ann holl vrô, kenn é tû ar ménésiou hag ar c’hrésteiz, kenn er gompézen, hag é Asédot, gan̄d hô rouéed. Na lézaz két enn-ho ann distéra dén: hogen laza a réaz kémen̄d en dôa buez, ével m’en dôa gourc’hémennet dézhan̄ ann Aotrou, Doué Israel,
41Adalek Kadezbarné bété Gaza. Holl vrô Gosen bété Gabaon 42 A géméraz ivé enn eunn taol, hag hé gwastaz, gan̄d hé holl rouéed hag ho douarou; rag ann Aotrou Doué a stourmaz évit-han̄.
43Ha Jozué a zistrôaz gan̄d Israel holl da C’halgala é péléac’h édo hé gamp. ———— XI. PENNAD. Jozué a laka ann tân é Ator hag é meûr a géar all.