Levr Yehoshoua 11:4
Don̄d a réjon̄d holl er-méaz gan̄d hô brézélidi, péré a réa eul lôd brâz-meûrbéd a dûd, ével ann tréaz a zô war aot ar môr; hag ivé eunn niver brâz a gézek hag a girri.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Hag ann holl rouéed-zé en em zastumaz war-zû doureier Mérom, évit stourmi a-éneb Israel.
Cross References
Judges 7:12Hôgen ar Vadianited hag ann Amalékited, hag ann holl boblou eûz ar sâv-héol, a oa gourvézet a bép tû enn draon̄ien, ével eul lôd brâz a giḻeien-raden: béz’ éz oa ivé eul lôd diniver a gan̄valed, ével ann tréaz a zô war aot ar môr.
2 Samuel 17:11Chétu éta ar chuzul a gavann ar gwella: Stroll war-drô d’id Israel holl, adalek Dan bété Bersabéé, ével tréaz ar môr péhini a zô diniver; ha té a vézô enn hô c’hreiz.
Psalms 20:8Hî a zô bét strôbet, hag a zô kouézet; hôgen nî a zô savet, hag a zô choumet enn hon sâ.