Levr Yehoshoua 11
1Pa glevaz kémen̄t-sé Jabin, roué Asor, é kasaz étrézé Jobab, roué Madon, hag étrézé roué Seméron, hag étrézé roué Aksaf;
2Hag étrézé rouéed ann han̄ter-nôz, pere a choumé er ménésiou, hag er gompézen war-zû ar c’hrésteiz eûz a Généret, hag ivé er mésiou, hag é brô Dor a-héd ar môr:
3Étrézég ar C’hananéed war-zû ar sâv-héol hag ar c’hûs-héol; hag étrézég ann Amorréed, hag ann Hétéed, hag ar Férézéed, hag ar Jébuzéed er ménésiou; hag étrézég ann Hévéed, péré a choumé é traon̄ ménez Hermon, é douar Masfa.
4Don̄d a réjon̄d holl er-méaz gan̄d hô brézélidi, péré a réa eul lôd brâz-meûrbéd a dûd, ével ann tréaz a zô war aot ar môr; hag ivé eunn niver brâz a gézek hag a girri.
5Hag ann holl rouéed-zé en em zastumaz war-zû doureier Mérom, évit stourmi a-éneb Israel.
6Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué: N’az péz kéd a aoun ra-z-hô; râk war-c’hoaz d’ann hévéleb heur hô likinn holl étré da zaouarn, évit béza trec’het dirâg Israel. Trouc’ha a rî nervennou divesker hô c’hézek, hag é tévi ho c’hirri.
7Jozué a zeûaz éta enn-eunn-taol a-énep d’ézhô gan̄d hé holl armé, hag hî en em strin̄kaz war-n-ézhan;
8Hag ann Aotrou hô lékéaz étré daouarn bugalé Israel, péré a dréc’haz anézhô hag a iéaz war hô lerc’h bété Sidon ar vrâz, bété doureier Maséréfot, ha bété mésiou Masfa a zô war-zû ar sav-héol anézhi. Ével-se Jozué hô lazaz holl, hép ma choumaz ann distéra anézho.
9Ober a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou d’ézhan̄; trouc’ha a réaz nervennou divesker hô c’hézek, hag é tévaz hô c’hirri.
10Hag ô véza distrôet râk-tâl, é kéméraz Asor, hag é lazaz hé roué gan̄d ar c’hlézé. Rag Asor a oa bét a béb amzer ar gen̄ta hag ar penn-kéar eûz ann holl rouan̄télésiou-zé.
11Laza a réaz ar re holl a choumé er géar-zé: gwasta a réaz holl, ha na lézaz két enn-hi ann distéra dén; hag ar géar hé-unan a ziman̄traz gan̄d ann tân.
12Kéméroud a réaz ivé hag é wastaz ann holl geriou trô-war-drô, hag é lazaz hô rouéed, ével m’en dôa hé c’hourc’hémennet dézhan̄ Moizez, servicher ann Aotrou.
13Israel a zevaz ann holl geriou, néméd ar ré en em gavé war ar c’hrec’hiou ha war ann torgennou. Na oé devet eûz ar ré-man̄ néméd Asor, ô véza ma oa kré brâz.
14Bugalé Israel a rannaz étré-z-hô ann holl breiz, ha loéned ar c’heriou-zé, goudé béza lazet ann holl dûd a oa enn-hô.
15Ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez, hé zervicher, ével-sé é c’hourc’hémennaz ivé Moizez da Jozué; hag hé-man̄ hô sévénaz holl; na dréménaz dreist hini é-bêd eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou da Voizez.
16Jozué a géméraz éta ann holl vrô eûz ar ménésiou hag eûz ar c’hrésteiz, douar Gosen, hag ar gompézen, hag ann douar a oa oud ar c’hûs-héol, ha menez Israel hag hé vésiou:
17Ha lôd eûz ar ménez a zâv étrézé Séir bété Baalgad, a-héd kompézen al Liban, a-îz ménez Hermon. Kéméroud a réaz hô holl rouéed; skei a réaz gan̄t-hô hag hô lazaz.
18É-pâd eunn amzer hirr é stourmaz Jozué oud ar rouéed-zé.
19Na oé kéar é-béd a gémen̄t en em rôaz da vugalé Israel, néméd ann Hévéed, péré a choumé é Gabaon: hag holl hô c’héméraz ô stourmi.
20Rag ioul Doué é oa bét é teûjé hô c’halounou da galédi, é stourmchen̄t a-éneb Israel, é vijen̄t diskaret, na zellézchen̄t trugarez é-béd, hag é teûjen̄t-da-gét, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet da Voizez.
21Enn amzer-zé é kerzaz Jozué oud al lan̄gouinéien, é lazaz anézhô, hag hô dispennaz er ménésiou, é Hébron, é Dabir, hag é Anab, hag é holl vénez Juda hag Israel; hag é tiskaraz hô holl geriou.
22Na lézaz hini é-béd eûz a wenn al lan̄gouineien é douar bugalé Israel, néméd é keriou Gaza, ha Get, hag Azot, é péré hép-kén é lézaz eûz anezhô.
23Jozué a géméraz éta ar vrô holl, ével m’en dôa lavaret ann Aotrou da Voizez; hag é rôaz anézhi é kers da vugalé Israel, hervez hô lôdennou hag hô breûriézou: hag ar brézel a éhanaz er vrô. ———— XII. PENNAD. Hanôiou ar rouéed a zô bét tréc’het gan̄t Jozué. (T).