Levr Yehoshoua 11:6
Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué: N’az péz kéd a aoun ra-z-hô; râk war-c’hoaz d’ann hévéleb heur hô likinn holl étré da zaouarn, évit béza trec’het dirâg Israel. Trouc’ha a rî nervennou divesker hô c’hézek, hag é tévi ho c’hirri.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Hag ann holl rouéed-zé en em zastumaz war-zû doureier Mérom, évit stourmi a-éneb Israel.
Cross References
Deuteronomy 7:16Dastumi a rî ivé é-kreiz hé leûriou-kéar ann holl arrébeûri a vézô enn-hi, hag é loski anézhô gan̄d ar géar, enn hévélep doaré m’hô dévi holl d’ann Aotrou da Zoué, ma vézô hî eur béz peûr-baduz, ha na vézô mui savet.
Joshua 10:8Hag ann Aotrou a lavaraz da Jozué: n’az péz kéd a aoun ra-z-hô; râg hô lékéat em eûz étré da zaouarn; hag hini anézhô na hellô énébi ouz-id.
Judges 20:28Ha Finées, mâb Eléazar, mâb Aaron, a oa ar c’hen̄ta é tî Doué. Kuzul a c’houlenchon̄t éta digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha nî a dlé c’hoaz stourmi out bugalé Ben̄jamin hor breûdeûr, pé mar tléomp paouéza? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhô: Piñit, râk war-c’hoaz hô likiinn étré hô taouarn.
2 Samuel 8:4Ha David ô véza kéméret d’ézhan̄ seiték kan̄t marc’hek, hag ugen̄t mil dén war droad, a drouc’haz nervennou treid kézeg ar c’hirri; ha na viraz anézhô némét kan̄t karr.
Psalms 27:1Ann Aotrou eo va goulou ha va zilvidigez; râk piou em bézô-mé aoun? Ann Aotrou eo a ziwall va buez; piou am lakai da gréna?