Levr Yehoshoua 12:6
Moizez, servicher ann Aotrou, ha bugalé Israel a drec’haz anézhô; ha Moizez a rôaz hô brô é kers d’ar Rubénied, d’ar C’hadied ha da han̄ter-vreûriez Manasé.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Gelluri, ha Mac’hati, hag ann han̄ter eûz a C’halaad, péré a oa harzou Séhon, roué Hesébon.
Cross References
Numbers 32:29Mar treûz mipien Gad ha mipien Ruben ar Jourdan gan-é-hoc’h, hag hî armet holl évit mon̄d d’ar brézel dirâg ann Aotrou; pa vézô kouézet ar vrô dindân hô péli, rôid d’ézhô Galaad é kers.
Numbers 32:33Moizez a rôaz éta da vipien Gad, ha da vipien Ruben, ha da han̄ter-vreûriez Manasé, mâb Jozef, rouan̄télez Séhon, roué ann Amorréed, ha rouan̄télez Og, roué Bazan, hag hô brô gan̄d hô c’hériou trô-war-drô.
Joshua 13:8Gan̄t péhini Ruben ha Gad hô deûz bét ann douar en deûz rôet d’ézhô Moizez, servicher ann Aotrou, enn tû all d’ar Jourdan, war-zû ar sâv-héol;
Joshua 18:7O véza n’eûz két enn hô touez a lôden évid al Lévited, hogen ma eo bélégiez ann Aotrou hô digwéz. Hôgen Gâd ha Ruben, hag han̄ter vreûriez Manasé hô doa bét a-neûzé hô douarou é kers enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar sâv héol, en dôa rôet d’ézhô Moizez, servicher ann Aotrou.