Niveroù 32:29
Mar treûz mipien Gad ha mipien Ruben ar Jourdan gan-é-hoc’h, hag hî armet holl évit mon̄d d’ar brézel dirâg ann Aotrou; pa vézô kouézet ar vrô dindân hô péli, rôid d’ézhô Galaad é kers.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 32:17Hôgen nî a aozô hon armou, ha ni a iélô d’ar brézel é penn bugalé Israel, kén n’hor bézo hô lékéat da von̄t enn hô lec’hiou. Hor bugaligou a choumô er c’heriou môgériet, gan̄t kémen̄d a hellomp da gaout, évit béza miret diouc’h heskinou tûd ar vrô.
Joshua 14:3Rak Moizez en dôa rôet d’ann diou vreûriez all ha d’ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé douarou é kers enn tû all d’ar Jourdan, hép nivéri al Lévited, péré n’hô dôé két a zouar ével hô breûdeûr:
Joshua 22:9Ha neûzé ann Aotrou Doué a lamô a zira-z-hoc’h ar brôadou-zé brâz ha galloudek, hag hini na hellô énébi ouz-hoc’h.
1 Samuel 18:17Ha Saül a lavaraz da Vichol: Pérâg éc’h eûz-té gréat goab ac’hanoun ével-sé, hag éc’h eûz-té lékéat va énébour da dec’hout? Ha Michol a lavaraz da Zaül: O véza ma en deûz lavaret d’in: Va lez da von̄t pé az lazinn.