Levr Yehoshoua 14:12
Rô d’in éta ar ménez-zé, en deûz gwéstlet ann Aotrou d’in, ével ma éc’h eûz hé glévet da-unan, war béhini éz eûz lan̄gouinéien ha keriou brâz ha kré, ma wélinn mar d-éma ann Aotrou gan-én̄, ha ma hellinn hô c’hâs-da-gét, ével ma en deûz hé wéstlet d’in.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13Ha Jozué a vennigaz anézhan̄; hag é rôaz d’ézhan̄ Hébron e kers.
Cross References
Numbers 13:33Hag hî a wall-vrudaz, dirâk bugalé Israel, ar vrô hô dôa gwélet, ô lavarout: Ann douar hon eûz kerzet ébars a zebr ar ré a choum enn-han̄; ar bobl hon eûz gwélet enn-han̄ a zô hé vent brâz-meûrbed. (M).
Numbers 14:9Na zavit két a-éneb ann Aotrou, ha n’hô pézet kéd a aoun râk pobl ann douar-zé; râk ni a hell hî loun̄ka ével eunn tamm bara; pelléat eo pép skoazel diout-hô; éma ann Aotrou gan-é omp; n’hô pézet két a aoun.
Deuteronomy 9:1Er seizved bloaz é rî ann distol,
Joshua 11:21Enn amzer-zé é kerzaz Jozué oud al lan̄gouinéien, é lazaz anézhô, hag hô dispennaz er ménésiou, é Hébron, é Dabir, hag é Anab, hag é holl vénez Juda hag Israel; hag é tiskaraz hô holl geriou.
Judges 1:20Hag hî a rôaz, ével m’en dôa lavaret Moizez, Hébron da Galeb, péhini a lazaz enn-hi tri mâb Énak.