The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 14

1Chétu aman̄ pétrâ hô deûz bét enn hô c’hers bugalé (T) Israel é douar Kanaan, a zô bét rôet d’ézhô gan̄d Éléazar, ar bélek- brâz, ha Jozué, mâb Nun, ha prin̄sed ar géren̄tiézou eûz a béb breûriez eûz a Israel:

2Goudé bêza rannet pép trâ dré ar sort, ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré zourn Moizez, étré ann naô breûriez hag ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé.

3Rak Moizez en dôa rôet d’ann diou vreûriez all ha d’ann han̄ter eûz a vreûriez Manasé douarou é kers enn tû all d’ar Jourdan, hép nivéri al Lévited, péré n’hô dôé két a zouar ével hô breûdeûr:

4Hôgen mipien Jozef, Manasé hag Éfraim, rannet é diou vreûriez hô dôé digwez enn hô léac’h; hag al Lévited n’hô dôé lôd all é béd é douar Kanaan, némét kériou évit choum enn-hô gan̄d hô faboursiou évit maga hô c’hézek hag hô saout.

5Bugalé Israel a réaz ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez, hag é rannchon̄t ann douar.

6Neûzé mipien Juda a zeûaz da gavout Jozué é Galgala; ha Kaleb, mâb Jéfoné ar C’hénezéad, a gomzaz out-han̄ ével-henn: Té a oar pétrâ en deûz lavaret ann Aotrou é Kadezbarné da Voizez, ann dén Doué, diwar va fenn ha diwar da hini.

7Daou ugen̄t vloaz oann pa oenn kaset gan̄t Moizez, servicher ann Aotrou, eûz a Gadezbarné, évid anaoud ann douar; ha mé a zisklériaz d’ézhan̄ ar péz a oa gwir war va ménôz.

8Hôgen va breûdeûr péré a oa deûet gan-én̄ a zigalounékéaz ar bobl: ha koulskoudé éc’h heûḻiz ann Aotrou va Doué.

9Ha Moizez enn deiz-zé a douaz, ô lavarout: Ann douar ma’z oud kerzet war-n-ézhan̄, a vézô é kers d’id, ha d’as pugalé da-vikenn, ô véza ma éc’h eûz heûliet ann Aotrou da Zoué.

10Ann Aotrou en deûz va miret béô bétég-henn, ével m’en dôa hé wéstlet. Pemp ploaz ha daou-ugen̄t zô abaoé ma lavaraz ann Aotrou kémen̄t-sé da Voizez, pa gerzé Israel enn distrô: pemp ploaz ha pévar-ugen̄t ounn bréman̄;

11Ha ker kré ounn ha ma oann enn amzer ma oenn kaset évid anaoud ar vrô: ann ners em bôa neûzé a zô choumet gan-én̄ bétég hiriô, hag évit brézélékaat, hag évit kerzout.

12Rô d’in éta ar ménez-zé, en deûz gwéstlet ann Aotrou d’in, ével ma éc’h eûz hé glévet da-unan, war béhini éz eûz lan̄gouinéien ha keriou brâz ha kré, ma wélinn mar d-éma ann Aotrou gan-én̄, ha ma hellinn hô c’hâs-da-gét, ével ma en deûz hé wéstlet d’in.

13Ha Jozué a vennigaz anézhan̄; hag é rôaz d’ézhan̄ Hébron e kers.

14Hag abaoé neûzé Hébron a zô bét da Galeb, mâb Jéfoné ar C’hénézéad, bété vréma; ô véza ma heûliaz ann Aotrou, Doué Israel.

15Hébron a oa hanvet ken̄t Kariat-arbé, enn abek da eunn dén brâz-meûrbéd é-touez al lan̄gouineien a zô bét bésiet énô. Hag ar brézel a éhanaz neûze er vrô. ———— XV. PENNAD. Douar ha keriou breûriez Juda.

← Levr Yehoshoua 13Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 15 →

Study Levr Yehoshoua 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324