Levr Yehoshoua 18:10
Hé-man̄ a daolaz ar sort dirâg ann Aotrou é Silo, hag é rannaz ann douar é seiz lôden évit bugalé Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 14:5Bugalé Israel a réaz ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Voizez, hag é rannchon̄t ann douar.
Joshua 18:8Ha pa oa savet ann dûd-zé, évit mon̄d da wélout ar vrô, Jozué a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout: Grîd ann drô eûz ar vrô ha danévellit-hén̄, ha distrôit d’am c’havout, évit ma taolinn aman̄, é Silo, ar sort évid-hoc’h dirâg ann Aotrou.
Joshua 23:4Hag é rôiz d’ézhan̄ Izaak: ha da Izaak é rôiz Jakob hag Ézan. Da Ézan é rôiz ménez Seir é kers; hôgen Jakob hag hé vugale a ziskennaz d’ann Éjipt.
Nehemiah 11:1Hôgen prin̄sed ar bobl a choumaz é Jéruzalem; hôgen ar ré all eûz ar bobl a daolaz d’ar sort, évit-ma choumché ann dékved lôden anézhô é Jéruzalem ar géar zan̄tel, hag ann naô lôden all er c’heriou all.
Psalms 47:4Dilennet en deûz hé zigwéz enn-omp; géned Jakob en deûz karet.
Proverbs 18:18Ar sort a habaska ar ren̄daélou; barnér eo étré ar rê c’halloudek.