Levr Nehemia 11:1
Hôgen prin̄sed ar bobl a choumaz é Jéruzalem; hôgen ar ré all eûz ar bobl a daolaz d’ar sort, évit-ma choumché ann dékved lôden anézhô é Jéruzalem ar géar zan̄tel, hag ann naô lôden all er c’heriou all.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Hôgen ar bobl a veûlaz ar ré holl a oa en em genniget évit choum é Jéruzalem.
Cross References
Joshua 18:10Hé-man̄ a daolaz ar sort dirâg ann Aotrou é Silo, hag é rannaz ann douar é seiz lôden évit bugalé Israel.
1 Chronicles 8:28Ar ré-zé eo ann tadou-brâz, ha prin̄sed ar c’héren̄tiézou, péré a choumaz é Jéruzalem.
1 Chronicles 9:2Hôgen ar ré gen̄ta a choumaz enn hô madou, hag enn hô c’heriou a oé Israel, hag ar véleien, hag al Lévited, hag ann Natinéed.
Nehemiah 4:22Enn amzer-zé é liviriz ivé d’ar bobl: choumet pép-hini gan̄d hé baotr é-kreiz Jéruzalem, ma hellimp laboura nôz-deiz pép-hini d’hé drô.
Nehemiah 10:34Teûrel a réjomb ivé d’ar sort diwar-benn kennig ar c’heûneûd, étré ar véleien, hag al Lévited hag ar bobl, évit ma vijé douget é tî hon Doué, gan̄t tiadou hon tadou, enn amzer merket, a vloaz é bloaz, évid hé lakaad da zévi war aoter ann Aotrou hon Doué, ével ma eo skrivet é lézen Moizez,
Psalms 122:5Hon éné en deûz treûzet ar froud; martézé en dévijé hon éné treûzet eunn dour dic’houzan̄vuz.