Levr Yehoshoua 18:28
Ha Séla, hag Élef, ha Jébus, péhini eo Jéruzalem, ha Gabaat, ha Kariat; pévarzek kéar hag hô bourcֺ’hiou. Houn-nez eo lôden bugalé Ben̄jamin hervez hô c’héren̄tiézou. ———— XIX. PENNAD. Lôden Siméon, Zabulon, Isakar, Aser, Neftali, Dan ha Jozué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
27Ha Résem, ha Jaréfel, ha Taréla,
Cross References
Numbers 26:54D’ar ré a vézô é niver brâz, é rôi eul lôden vrasoc’h, ha d’ar ré a vézô é niver bihan, é rôi eul lôden vihanoc’h; hag ar gers a vézô rôet da bép-hini, hervez ma eo bét nivéret bréma:
Joshua 15:8Piña a ra dré draon̄ien mâb Ennom, war-zû ar c’hrésteiz eûz a vrô ar Jébuzéed, péléac’h éma Jéruzalem: hag ac’hanô é sâv bété lein ar ménez a zô râg-énep da C’héennom, war-zû ar c’hûs-héol, er penn uc’héla eûz a draon̄ien Rafaim râg-énep d’ann han̄ter nôz;
Joshua 18:16Hag e tiskennon̄t béteg eul léac’h eûz ar ménez a zell out traon̄ien bugalé Ennon hag a zô étrézé douarou ann han̄ter-nôz er penn pella eûz a draon̄ien al lan̄gouineien; hag é tiskennon̄t da C’héennom, (da lavaroud eo, traon̄ien Ennnon), étrêzé ar Jébuzéed war-zû ar c’hresteiz; hag é teûon̄t bété feun̄teun Rogel:
Judges 19:10Na fellaz két d’hé vâp-kaer rei hé c’hrâd d’hé lavar; hôgen râk-tâl en em lékéaz enn hen̄t hag é teûaz war-harz Jébus, a zô hanvet ivé Jéruzalem, ô kâs gan̄t-han̄ hé zaou azen karget hag hé c’hrég.
Judges 20:4Hag hén̄ a lavaraz: Éat é oann bét é Gabaa Ben̄jamin̄ gan̄t va grég évit en em herberc’hia énô.
1 Samuel 13:15Hag eur burzud a c’hoarvézaz er c’hamp ha war ar méaz: hag ar ré holl eûz ar gward a oa éat da breiza, a oé spoun̄tet-brâz, hag ar vrô a oé kéflusket: hag é c’hoarvézaz ével eur burzud a berz Doué.