Levr Yehoshoua 15:8
Piña a ra dré draon̄ien mâb Ennom, war-zû ar c’hrésteiz eûz a vrô ar Jébuzéed, péléac’h éma Jéruzalem: hag ac’hanô é sâv bété lein ar ménez a zô râg-énep da C’héennom, war-zû ar c’hûs-héol, er penn uc’héla eûz a draon̄ien Rafaim râg-énep d’ann han̄ter nôz;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 18:16Hag e tiskennon̄t béteg eul léac’h eûz ar ménez a zell out traon̄ien bugalé Ennon hag a zô étrézé douarou ann han̄ter-nôz er penn pella eûz a draon̄ien al lan̄gouineien; hag é tiskennon̄t da C’héennom, (da lavaroud eo, traon̄ien Ennnon), étrêzé ar Jébuzéed war-zû ar c’hresteiz; hag é teûon̄t bété feun̄teun Rogel:
Judges 1:8Rak bugalé Juda, ô véza grounnet Jéruzalem, a géméraz anézhî, a lazaz ann holl dûd gan̄d ar c’hlézé, hag a lékéaz ann tân er géar holl.
Judges 19:10Na fellaz két d’hé vâp-kaer rei hé c’hrâd d’hé lavar; hôgen râk-tâl en em lékéaz enn hen̄t hag é teûaz war-harz Jébus, a zô hanvet ivé Jéruzalem, ô kâs gan̄t-han̄ hé zaou azen karget hag hé c’hrég.
2 Samuel 5:22Ar Filistined a zeûaz hag a biñaz adarré, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.
Isaiah 17:5Hag hén̄ a vézô hén̄vel oud ann hini a ia da bennaoui é amzer ar médérez, hag a zastum ann tamoézennou-ed gan̄d hé vréac’h; hén̄vel é vézô oud ann hini a glask tamoézennou-ed é traon̄ien Rafaim.