Levr Yehoshoua 2:19
Mar d-â eur ré er-méaz eûz da dî, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan, ha nî a vézô didamall eûz a gémen̄t-sé. Hôgen goâd ar ré holl a vézô gan-éz enn da dî, a gouézô war hor penn, ma laka unan-bennâg hé zourn war-n-ézhô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 20:9Néb en dévézô drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézo lékéat d’ar marô; ra gouézô hé c’hoad war-n-ézhan̄, ô véza ma en deûz drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm.
Numbers 35:26Mar béz kavet ann hini en dévézô lazet, er-méaz eûz ar géar a zô bet dileûret évid ar ré harluet;
2 Samuel 1:16Ha David a lavaraz d’ézhan̄: Da c’hoad a gouézô war da benn da-unan; râk da c’hénou da unan en deûz komzet enn da énep, ô lavarout: Mé em eûz lazet éôliet ann Aotrou.
2 Samuel 4:11Seûl vui bréma, pa hô deûz tûd fallagr lazet eunn dén dinam, enn hé dî, war hé wélé, é venjinn hé c’hoad war hô taouarn-hu hag é tenninn ac’hanoc’h diwar ann douar.