Levr Yehoshoua 2
1Jozué, mâb Nun, a gasaz éta eûz a Sétim daou spier, hag a lavaraz d’ézhô: Id, ha sellit-pîz oud ar vrô, hag out kéar Jériko. Ar ré-man̄ gerzaz hag a iéaz é-tî eur c’hast, hanvet Rahab, hag a ziskuizaz enn hé zî.
2Kémen̄t-sé a oé rôet da anaout da roué Jériko, ô lavarout: Chétu tûd eûz a vugalé Israel a zô deûet aman̄ é-pâd ann nôz, évit sellout-pîz oud ar vrô.
3Ha roué Jériko a gasaz da di Rahab, évit lavarout d’êzhi: Kâs-kuît ann dûd a zô deûet d’as kavout, hag a zô éat enn da dî; râk spierien in̄t, hag in̄t deûet évit selloui-pîz oud ar vrô holl.
4Hôgen ar vaouez-zé ô kémérout ann dûd-zé, hô c’huzaz, hag a lavaraz: Hé an̄savoud a rann, em zî in̄t deûet, hôgen na ouienn két a béléac’h é oan̄t:
5Ha pa zerred ann ôr diouc’h ann nôz, in̄d éat er-méaz enn hévéleb amzer, ha na ouzonn két péléac’h in̄t éat. It buan war hô lerc’h, hag é tizot anézhô.
6Hag hî a lékéaz anézhô da biña war lein hé zî, hag a c’hôlôaz anézhô gan̄d hordennou lîn a oa énô.
7Ar ré a oa bét kaset war hô lerc’h a iéaz dré ann hen̄t a gâs da wév ar Jourdan: ha kerken̄t ha ma oen̄t éat er-méaz, é oé serret ann ôr.
8Ar ré a oa kuzet né oan̄t két c’hoaz kousket, pa biñaz ar vaouez d’hô c’havout, hag é lavaraz d’ézhô:
9Anaoud a rann pénaoz ann Aotrou en deûz lékéat ar vrô-man̄ étré hô taouarn: râg ar spoun̄t ac’hanoc’h a zô krôg enn-omp, hag holl dûd ar vrô-man̄ a zô digalounékéet.
10Klevet hon eûz pénaoz pa oc’h deûet er-méaz eûz ann Éjipt, en deûz ann Aotrou dizéc’het douréier ar môr Rûz pa oac’h éat ébarz; ha pétrâ hoc’h eûz gréat é-kén̄ver ann daou roué ann Amorréed, a oa enn tû all d’ar Jourdan, Séhon hag Og, péré hoc’h eûz lazet.
11Ha pa hon eûz klevet kémen̄t-sé omb bét spoun̄tet-meûrbéd ha digalounékéet, ha n’eûz choumet ners é-béd gan-é-omp pa oc’h deûet: râg ann Aotrou hô Toué a zo ann hévélep Doué a zô war-laez enn én̄v, ha d’ann traon̄ war ann douar.
12Bréma éta touit d’in dré ann Aotrou, pénaoz ével ma em eûz bét trugarez enn hô kén̄ver, hô pézô ivé trugarez é-kén̄ver tî va zâd, ha pénaoz é rôod d’in eur gwîr arouez,
13Évit ma savéteot va zâd ha va mamm, va breûdeûr ha va c’hoarézed, ha kémen̄d a zô d’ézhô, hag évit ma hor mirot diouc’h ar marô.
14Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi: Hor buez a baéô évid da hini, gan̄t n’hor gwerzi két: ha pa en dévézô ann Aotrou lékéad ar vrô-man̄ étré hon douarn, é raimp trugarez enn da gén̄ver gan̄t pép gwirionez.
15Hô lakaad a réaz neûzé da von̄t-kuît dré ar prénestr a-bouéz eur gorden; rag hé zî a oa harp out muriou kéar.
16Hag hî a lavaraz d’ézhô: Id étrézég ar ménésiou, gan̄d aoun na gavin̄t ac’hanoc’h, pa zistrôin̄t: ha choumit kuzet éno é-pâd tri dervez, kén na vézin̄t distrô; ha goudé-zé éz éot enn hoc’h hen̄t.
17Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhi: Derc’hel a raimp d’al lé oc’h eûz hor lékéat da doui, (M).
18Ma lékéez évid arouéz, pa zeûimp er vrô-man̄, ar gordennik tané-man̄, ha ma hé stagez oud ar prénestr dré béhini éc’h eûz hol lékéat da von̄t-kuît; ha mar tastumez enn da dî da dâd ha da vamm, da vreûdeûr ha da holl géren̄t.
19Mar d-â eur ré er-méaz eûz da dî, hé c’hoad a gouézô war hé benn hé-unan, ha nî a vézô didamall eûz a gémen̄t-sé. Hôgen goâd ar ré holl a vézô gan-éz enn da dî, a gouézô war hor penn, ma laka unan-bennâg hé zourn war-n-ézhô.
20Mar fell d’id hor gwerza, ha rei da anaout dirâg ann holl ar péz a lévéromp, é vézimp diskarg eûz ann touadel éc’h eûz hor lékéat da ôber.
21Hag hî a lavaraz d’ézhô: Ra vézô gréat ével ma hoc’h eûz lavaret: hag ô véza hô lézet da von̄t enn hô hen̄t, é lékéaz a zispiḻ oud ar prénestr eur gordennik tané.
22Hôgen ar ré-man̄ a gerzaz hag a dizaz ar ménésiou; hag é choumchon̄t énô é-pâd tri dervez, bété ma vijé distrôet ar ré a oa éat war hô lerc’h, péré goudé béza hô c’hlasket dré ann holl hen̄t, n’hô c’havchon̄t két.
23Pa oé éat ar ré man̄ ébarz kéar, ar spierien ô véza diskennet eûz ar ménez, a zistrôaz: hag ô véza treûzet ar Jourdan, éz éjon̄t étrézé Jozué, mâb Nun, hag é tanévelchon̄t d’ézhan̄ kémen̄d a oa c’hoarvézet gan̄t-hô;
24Hag é léverchon̄t d’ézhan: Ann Aotrou en deûz lékéat ann holl vrô-zé étré hon daouarn, hag ar ré holl a choum enn-hi a zô gwall en̄krézet gan̄d ar spoun̄t. ———— III. PENNAD. Bugalé Israel a dreûz ar Jourdan.