Levr Yehoshoua 2:3
Ha roué Jériko a gasaz da di Rahab, évit lavarout d’êzhi: Kâs-kuît ann dûd a zô deûet d’as kavout, hag a zô éat enn da dî; râk spierien in̄t, hag in̄t deûet évit selloui-pîz oud ar vrô holl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 24:14Kâs ann drouk-komzer-zé er-méaz eûz ar c’hamp; ha ra lakai kémen̄d hini en deûz hé glevet, hé zaouarn war hé benn, ha ra vézô labézet gan̄d ar bobl holl.
Judges 4:20Ha Sisara a lavaraz d’ézhi: Choum enn da zâ oud dôr ann telt; ha mar teû unan-bennâg da ôber ar goulenn-man̄ digan-éz: Ha n’eûz dén aman̄? É liviri: N’eûz dén.
1 Chronicles 19:3Prin̄sed mipien Ammon a lavaraz da Hanon: Té a gred martézé pénaoz eo évid énori da dâd hag évid da zizoania en deûz David kaset tûd étrézég enn-oud; ha na wélez két pénaoz n’eo deûet hé zervicherien néméd évit spia da vrô, sellout-pîz out-hî, hag he anaoud ervâd?