Levr Yehoshoua 4:10
Hôgen ar véleien a zougé ann arc’h a arzaôaz é-kreiz ar Jourdan, bété ma oé sévénet kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Jozué da lavaroud d’ar bobl, hag en dôa Moizez lavaret d’ézhan̄. Hag ar bobl a hastaz, hag a dreûzaz ar ster.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Joshua 3:16Ann doureier a zeûé a-ûz a arzaôaz enn eul léac’h, hag oc’h en em zével é doaré eur ménez, é wéled anézhô a bell, adaleg ar géar a c’halveur Adom, bétég al léac’h hanvet Sartan: hôgen ann doureier a oa a-îz a ziskennaz é môr ann distrô (a c’halveur bréma ar môr Marô), ha na choumaz banné anézhô.
Proverbs 27:1Na fougé két gan̄d ann an̄trônôz, râk na ouzoud két pétrâ a c’hoarvézô enn deiz da zon̄t.
Isaiah 28:16Hag hoc’h eûz lavaret: É nép doaré; ha nî a dec’hô war varc’h; râk-sé hoc’h eûz tec’het. War gézeg eskuit é piñimp: râk-sé ar ré a iélô war hô lerc’h, a iélô c’hoaz buanoc’h.