The Bible Software
Levr Yehoshoua · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Yehoshoua 4

1Goudé ma oé tréménet ar bobl, ann Aotrou a lavaraz da Jozué:

2Dilenn daouzék dén, unan dré béb breûriez;

3Ha gourc’hémenn dézhô kémérout eûz a greiz aoz ar Jourdan, el léac’h é péhini eo bét arzaôet treid ar véleien, daouzék méan kalet-brâz, a lékéot er c’hamp, el léac’h ma hô pézô hénôz savet hô teltou.

4Jozué éta a c’halvaz daouzék dén en dôa dilennet é touez bugalé Israel, unan eûz a béb breûriez,

5Hag é lavaraz d’ézhô: It araog arc’h ann Aotrou, hô Toué, é-kreiz ar Jourdan, ha douget ac’hanô pép-hini ac’hanoc’h eur méan war hé skoaz hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Israel;

6Évit ma vézin̄t da arouéz étré-z-hoc’h. Ha pa rai goudé henn hô pugalé ar goulenn-man̄ digan-é-hoc’h: Pétrâ eo da lavarout ar vein-zé?

7Ma léverrot d’ézhô: Doureier ar Jourdan a zô en em dennet araog arc’h kévrédigez ann Aotrou, pa dreûzé anézhi: râk-sé eo bét savet ar vein-zé évid arouéz eûz a vugalé Israel da vikenn.

8Bugalé Israel a réaz éta ar péz en dôa kémennet Jozué d’ezhô; dougen a réjon̄t eûz a greiz aôz ar Jourdan daouzék méan, ével m’en dôa ann Aotrou hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄, hervez ann niver eûz a vreûriézou bugalé Israel, bétég al léac’h é péhini hô dôa savet hô c’hamp; hag hô lékéjon̄t énô.

9Jozué a lékéaz ivé daouzék méan all é-kreiz aoz ar Jourdan, el léac’h ma oa arzaôet ar véleien a zougé ann arc’h a gévrédigez: hag hî a zô choumet énô bété vréman̄.

10Hôgen ar véleien a zougé ann arc’h a arzaôaz é-kreiz ar Jourdan, bété ma oé sévénet kémen̄d en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Jozué da lavaroud d’ar bobl, hag en dôa Moizez lavaret d’ézhan̄. Hag ar bobl a hastaz, hag a dreûzaz ar ster.

11Ha goudé ma oé treûzet gan̄t-hô holl, arc’h ann Aotrou a dreûzaz ivé, hag ar véleien a gerzaz araog ar bobl.

12Mipien Ruben ha Gad, hag hanter-vreûriez Manasé a gerzé ivé a-raok bugalé Israel, hag hî armet, ével m’en dôa gourc’hémennet Moizez d’ezhô:

13Ha daou-ugen̄t mil stourmer anézhô a gerzé dré van̄dennou ha dré vataionou, a-dreûz da gompézennou ha da barkeier kéar Jériko.

14Enn deiz-zé ann Aotrou a uc’héléaz kalz Jozué dirâg Israel holl, évit ma teûjen̄t d’hé zouja, ével m’hô dôa doujet Moizez é-pâd ma oa béô.

15Hag é lavaraz da Jozué:

16Gourc’hémenn d’ar véleien a zoug ann arc’h a gévrédigez piña eûz ar Jourdan.

17Ha Josué a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout: Piñid eûz ar Jourdan.

18Ha pa oé piñet ar ré a zougé arc’h kévrédigez ann Aotrou, ha pa zéraouchon̄t kerzout war ann douar séac’h, ann doureier a zistrôaz d’hô aoz, hag a rédaz ével diagen̄t.

19Hôgen ar bobl a biñaz eûz ar Jourdan enn dékved deiz eûz ar c’hen̄ta mîz, hag é lékéjon̄t hô c’hamp é Galgala, war-zû ar sâv-héol eûz a géar Jériko.

20Jozué a lékéaz é Galgala ann daouzék méan a oa bét kéméret eûz a aoz ar Jourdan,

21Hag a lavaraz da vugalé Israel: Pa rai goudé-henn hô pugalé ar goulenn-man̄ d’hô zadou: Pétrâ eo da lavarout ar vein-zé?

22C’houi hé zeskô d’ézhô, ô lavarout: Israel en deûz treûzet ar ster Jourdan-zé hag hé aoz war ar zéac’h;

23Ann Aotrou hô Toué ô véza dizéc’het ann doureier dira-z-hoc’h, kén na oé treûzet ar ster gan-é-hoc’h: 21 Ével m’en dôa gréat ken̄t é-kén̄ver ar môr Rûz, péhini a zizéc’haz, kén na oé treûzet gan-é-omp;

24

25Évit ma anavézô holl boblou ann douar pénaoz eo kré-meûrbed dourn ann Aotrou, hag évit ma toujot-c’houi ann Aotrou hô Toué é péb amzer. ———— V. PENNAD. Spoun̄t ar C’hananéed. Enwad ar bobl. Ar mann na gouéz mui.

← Levr Yehoshoua 3Read In The App, Free →Levr Yehoshoua 5 →

Study Levr Yehoshoua 4

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324