Levr Yehoshoua 4:3
Ha gourc’hémenn dézhô kémérout eûz a greiz aoz ar Jourdan, el léac’h é péhini eo bét arzaôet treid ar véleien, daouzék méan kalet-brâz, a lékéot er c’hamp, el léac’h ma hô pézô hénôz savet hô teltou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Dilenn daouzék dén, unan dré béb breûriez;
4Jozué éta a c’halvaz daouzék dén en dôa dilennet é touez bugalé Israel, unan eûz a béb breûriez,
Cross References
Joshua 3:13Ha pa hô dévézô ar véleien péré a zoug arc’h ann Aotrou Doué ann holl zouar, lékéat hô zreid é douréier ar Jourdan, ann douréier a zô a-îz a rédô hag en em dennô; hôgen ar ré a zeû a-ûz, a choumô enn eunn dolzen.
Joshua 4:19Hôgen ar bobl a biñaz eûz ar Jourdan enn dékved deiz eûz ar c’hen̄ta mîz, hag é lékéjon̄t hô c’hamp é Galgala, war-zû ar sâv-héol eûz a géar Jériko.
1 Samuel 7:12Hô lakaad a rai da villénerien ha da gan̄ténerien, ha da ara hé barkou, ha da védi hé édou, ha da ôber hé armou hag hé girri.
Psalms 103:2Va éné, bennig ann Aotrou; ha na an̄kounac’ha két hé holl vadélésiou.