Levr Yehoshoua 5:13
Hôgen pa édô Jozué enn eur park eûz a géar Jériko, é savaz hé zaoulagad, hag é wélaz eunn dén enn hé zâ dira-z-han̄, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn: étrézeg enn-han̄ éz éaz hag é lavaraz d’ézhan̄: Hag eûz hor ré oud-dé, pé eûz hon énébourien?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Hag hé-man̄ a lavaraz: Nann; hôgen ar prin̄s ounn eûz a armé ann Aotrou, hag é teûann bréman̄.
Cross References
Numbers 22:31Râk-tâl ann Aotrou a zigoraz daoulagad Balaam, hag hén̄ a wélaz ann éal a oa enn hé zâ enn hen̄t, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn; hag ô véza en em strin̄ket d’ann douar, éc’h azeûlaz anézhan̄.
Judges 13:8Manué a bédaz éta ann Aotrou hag a lavaraz: Da bédi a rann, ô Aotrou, ma teûi adarré ann dén Doué éc’h eûz digaset ha ma teskô d’é-omp pétrâ a dléomp da ôber eûz ar bugel a dlé béza ganet.
Judges 13:22Hag hén̄ a lavaraz d’hé c’hrég: Mervel a raimp évit gwîr, râg gwélet hon eûz Doué.