Levr Yehoshoua 5
1Hôgen pa glevaz holl rouéed ann Amorréed, péré a choumé enn tû all d’ar Jourdan war-zû ar c’hûs-héol, hag holl rouéed Kanaan, péré hô dôa enn hô c’hers al léc’hiou ar ré dôsta eûz ar môr brâz, pénaoz en dôa ann Aotrou dizéc’het doureier ar Jourdan dirâk bugalé Israel, kén na oé treûzet gan̄t-hô, hô c’haloun a oé man̄tret, ha na choumaz mui a ners enn-hô, gan̄d ar spoun̄t hô dôa râk donédigez bugale Israel.
2Enn amzer-zé ann Aotrou a lavaraz da Jozué: Grâ d’id koun̄telli mein, hag enwad évid ann eil wéach bugalé Israel.
3Jozué a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou, hag a enwadaz bugalé Israel war dunien ar pôd-mézennou.
4Ha chétu ann abeg eûz ann eil enwad-zé: ann holl baotred eûz a douez ar bobl, péré a oa deûet er-méaz eûz ann Éjipt, péré a oa holl tûd-a-vrézel, a varvaz enn distrô é-pâd ann drôiou hîr eûz ann hen̄t:
5Hag holl é oan̄t bét enwadet. Hôgen ar bobl a oé ganet enn distrô,
6É-pâd ann daou-ugen̄t vloaz a ergerz enn distrô vrâz-zé, né oa két bét enwadet, kén na vijé gwastet ar ré péré n’hô dôa két sélaouet mouéz ann Aotrou, ha da béré en dôa touet ken̄t pénaoz na ziskouézché két d’ézhô ann douar é péhini é rédé al léaz hag ar mél.
7Mipien ar ré-man̄ a géméraz léac’h hô zadou, hag a oé enwadet gan̄t Jozué; ô véza ma oa gan̄t-hô hô pôd-mézen, ével pa oan̄t bét ganet, ha n’en dôa dén hô enwadet e-pâd ann hen̄t.
8Hôgen goudé ma oan̄t bét enwadet holl, é choumchon̄t enn hévélep léac’h é péhini é oa hô c’hamp, ken na oen̄t deûet da véza paré.
9Neûzé ann Aotrou a lavaraz da Jozué: Tennet em eûz hiriô diwar-n-hoc’h dismégan̄s ann Éjipt. Hag al léac’h-zé a oé hanvet Galgala, ével ma eo c’hoaz galvet hiriô.
10Bugalé Israel a choumaz é Galgala, hag a réaz énô ar Pask er pévarzékved deiz eûz ar mîz war ar pardaez, é mésiou Jérikô:
11Hag an̄trônôz é tebrchon̄t eûz a frouez ann douar, baraou dic’hoell, hag éd-krâz eûz ann hévéleb bloaz.
12Goudé ma hô dôé debret eûz a frouez ann douar, ar mann a éhanas, ha bugalé Israel na zebrchon̄t mui pelloc’h eûz ar boéd zé; hôgen dibri a réjon̄t frouez douar Kanaan eûz ann héveleb bloaz.
13Hôgen pa édô Jozué enn eur park eûz a géar Jériko, é savaz hé zaoulagad, hag é wélaz eunn dén enn hé zâ dira-z-han̄, hag eur c’hlézé noaz enn hé zourn: étrézeg enn-han̄ éz éaz hag é lavaraz d’ézhan̄: Hag eûz hor ré oud-dé, pé eûz hon énébourien?
14Hag hé-man̄ a lavaraz: Nann; hôgen ar prin̄s ounn eûz a armé ann Aotrou, hag é teûann bréman̄.
15Ha Jozué en em daolaz war hé c’henou d’ann douar. Hag oc’h hé azeûli, é lavaraz: Pétrâ a fell d’ann Aotrou da lavarout d’hé zervicher?
16Tenn, émé-z-han̄, da voutou eûz da dreid; rag al léac’h é péhini émoud a zô san̄tel. Ha Jozué a réaz ar péz a oa gourc’hémennet d’ézhan̄. ———— VI. PENNAD. Kéar Jériko a zô kéméret. Rahab hag hé zûd a zô savétéet.